Ystrad Tywi
Ystrad Tywi a oa ur rannvro eus mervent Bro-Gembre, lec'hiet war riblennoù ar ster Tywi, e reter rouantelezh kozh Dyfed; dre vras e klot gant Sir Gaerfyrddin a hiziv.
Rannoù
kemmañEtre tri c'hantrev e oa rannet Ystrad Tywi :
E deroù an VIIIvet kantved e oa ur rann eus rouantelezh Dyfed. Met e 730, pe seik, e tiframmas Seisyll ap Clydog, roue Ceredigion, Ystrad Tywi digant Rhain ap Cadwgan, roue Dyfed, ha staget e voe gantañ ouzh Ceredigion. Neuze e voe anvet Seisyllwg ar rouantelezh nevez kresket. E 894 e voe aloubet ar vro gant Anarawd Gwynedd hag ar roue saoz Alfred Meur, met divarrek e voent d'he mirout. E 920 e voe unanet Seisyllwg ha Dyfed gant Hywel Dda da sevel Deheubarth.
En XIvet kantved ez eas Eginog gant an Normaned, ma ne chomas ken nemet an daou gantrev all en Ystrad Tywi.
Da gontelezh Carmarthen e voe lakaet Ystrad Tywi gant Edouarzh Iañ Bro-Saoz pa embannas Statud Rhuddlan e 1284.
Biskoazh ne voe Ystrad Tywi ur rouantelezh hag un abeg a vrezel etre ar rouantelezhioù e voe alies. E fin ar VIIvet kantvet e voe skrapet digant Dyfed gant roue Ceredigion Seisyll ap Cadog. Ur rouantelezh nevez - Seisyllwg hec'h anv - a savas neuze hemañ. Honnezh eo orin rouantelezh Deheubarth e vo.
- Y Cantref Mawr
- Mabelfyw
- Mabudryd
- Gwidigada (Widigada)
- Catheiniog
- Maenor Deilo (Maenordeilo)
- Mallaen
- Caeo
- Y Cantref Bychan
- Cantref Eginog
Levrlennadur
kemmañ- John Edward Lloyd (1911) A history of Wales: from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co}