Rouantelezh Dyfed
- Ur pennad all a zo diwar-benn ar gontelezh Dyfed.
Ur rouantelezh lec'hiet e mervent Kembre etre fin an Impalaeriezh Roman ha krouidigezh Deheubarth en IXvet kantved e oa Dyfed
Dyfed Dyfed | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Disparti ar Romaned | 410 | |||
- Krouidigezh Deheubarth | 904 |
Istor
kemmañOrin
kemmañAn douaroù ma voe savet rouantelezh Dyfed goude diskar an impalaeriezh roman a oa d'an Demetae, ur meuriad keltiek n'anavezer kalz traoù diwar e benn. Ne oant ket brezelourien ha gwarnizon ebet ne oa er vro. Levezon ar sevenadur roman a oa gwan a-walc'h, neuze, goude ma voe kristenekaet er memes amzer ha ar peurrest eus Preden.
Damzieub, war a greder, e teuas ar rannvro da vout e 382 pa roas Maksim, a oa rener Preden neuze, ar rannvro d'e vab Antonius Donatus Gregorius (kembraeg Anwn Dynod). Ne oa ket na roue, na tiern gwir anezhañ zoken moarvat met kentoc'h un doare rener lec'hel karget da zifenn aod mervent Kembre ouzh argasadegoù preizherien Iwerzhon. Goude faezhidigezh Maksem avat, e tilezas Roma Preden ha tiernet e voe mab-bihan Antonius Donatus Gregorius, Clotri.
Donedigezh an Iwerzhoniz
kemmañE 421 e euredas Gwledyr, hêrez Dyfed, Triphun mac Aed, roue meuriad iwezhonat an Deisi a oa bet aotret d'en em staliañ e Dyfed d'e zifenn ouzh morlaerien hag a oa aet da gontroliñ Brycheinog. Difer a chomas an div rouantelezh, avat, rak kurun Brychenog a voe roet da Anlach mac Cormac
Daoust m'he-doa un orin iwerzhonat en em gembrekaat a reas buan familh roueel Dyfed. Goude marvelezh Triphun mac Aed e voe anvioù kembreat gan tout e diskennidi.
Unvaniezh gant Brycheinog
kemmañWar-dro 640 - 650 ec'h euredas ar roue Cloten ap Nowy da Ceindrych ferch Rhiwallon, hêrez Brycheinog. Unvanet e voe an div rouantelezh goude he marv e 650, betek 700, pa voe aloubet rouantelezh Dyfed gant rouantelezh Ceredigon. Ceredigon - pe Seisyllwg evel ma voe anvet goude-se - a stagas Ystrad Tywi outi, hag a droc'has Dyfed etre daou.
E 720 e roas roue Dyfed, Rhain ap Cadwgan, Brycheinog d'e vreur Awst ap Cadwgan.
Diskar ar rouantelezh
kemmañWar wanaat ez eas Dyfed goude koll Ystrad Tywi met ar familh roueel a viras ar galloud betek 811 pa varvas Owain ap Meredydd, hêr diwezhañ Triphun mac Aed. Tremen a reas Dyfed da Hyfaidd ap Bledrig, map ur bilen a oa dimezet da merc'h Owain, Tangwystyl ferch Owain
E 904 e voe staget Dyfed ouzh Deheubarth gant Hywel Dda pa zimezas da Elen, merc'h ar roue Llywarch ap Hyfaidd.
Listenn rouaned Dyfed (n'eo ket asur an amzeriadoù)
kemmañTiegezh Maksim
kemmañ- Antonius Donatus Gregorius (Anwn Dynod) : 382
- Demetius (Ednyfed): 400
- Clotrius (Clotri) 410 - 421 Roue brezhon diwezhañ
Tiegezh Mac Aed
kemmañ- Triphun (Valerian) (mac Aed): 421-445
- Aircol (Agricola) : 467
- Vortipor (Vortiporious): 495 - 540
- Cyngar ap Gwrthefyr (Vortipor): 550
- Petr (Pedr) ap Cyngar : 570
- Arthur map Petr : 595-615
- Nowy Hen (the Old): 625 (roue Dyfed & Brycheiniog)
- Cloten ap Nowy : 650 (roue of Dyfed & Brycheiniog)
- Caten ap Cloten : 670 (roue of Dyfed & Brycheiniog)
- Cadwgan Tredylig (ap Caten) : 690 (roue of Dyfed & Brycheiniog)
- Regin (Rhain) ap Cadwgan : 710
- Teuder (Tewdos) ap Regin : 730
- Meredydd ap Teuder : 798
- Rhein ap Maredydd : 798 - 808
- Triffyn ap Rhein : 808 - 810 (hêr ebet)
- Owain ap Meredydd : 810 -811
- Hyfaidd ap Bledrig :?811 - 893
- Llywarch ap Hyfaidd : 893 - 904
- Rhodri ap Hyfaidd : 904
- Hoel Dda :904 - 950 (roue Deheubarth)
Kantrevoù ha kombodoù Dyfed
kemmañ- Kantrev Cemais
- Kantrev Pebidiog
- Kantrev Rhos
- Kantrev Daugleddau
- Kantrev Penfro
- Kantrev Gwarthaf
- Emlyn
Pennadoù kar, a bell pe a dost
kemmañ
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia