Is Nyfer
Is Nyfer a oa ur c'hombod eus kantrev Cemais, e Rouantelezh Dyfed, ha goude eus Deheubarth, e Kembre ar Grennamzer.
En arvor Bae Ceredigion e oa, a bep tu da'r stêr Nyfer, a rae an harzoù, e-barzh Cemais, etre kombodoù Is Nyfer ha Uwch Nyfer, harp ouzh menezioù Y Preseli.
Er reter e oa kantrev Emlyn, dizalc'h an douar anezhañ.