Deheubarth
Deheubarth (Dehoubarzh e vije hervez doare ar brezhoneg a vremañ) a oa ur rouantelezh e mervent Kembre (deheu = "dehou" a dalv kement ha "kreisteiz").
Deheubarth Rouantelezh Deheubarth | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dinefwr | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Unvaniezh Dyfed ha Seisyllwg | 904 | |||
- Aloudabeg gant Bro-Saoz | 1283 |
Istor
kemmañDeheubarth kent an aloudabeg norman
kemmañKrouet e voe Deheubarth gant Hywel Dda war-dro 904 pa gemeras broioù Seisyllwg ha Dyfed. En amzer-se en em astenne war Dyfed, Ceredigion hag Ystrad Tywi. E gêr-benn e oa Dinefwr.
Evel ar rouantelezhioù kembreat arall e padas betek aloudabeg an Normaned, petra bennak ma ne oa ket dizalc'h a-hed ar wech.
Gant Llywelyn ap Seisyll e oa staget ouzh Rouantelezh Gwynedd e 1018 ha gant Rhydderch ab Iestyn ouzh Morgannwg e 1023. Gruffydd ap Llywelyn a stagas ar vro ouzh Gwynedd adarre met goude e faezhidigezh hag e varv e Hereford ec'h adkavas remziad Dinefwr e c'halloud.
Aloudabeg an Normaned ha diskar ar rouantelezh
kemmañEus 1078 da 1093 e renas Rhys ap Tewdur. Dont a reas a-benn da ziarbenn meur a daol-arnod d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Gourdrouzet e oa gant an Normaned-saoz ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifenn Brycheinog. Goude e varv e voe aloubet an darn vrasañ eus e rouantelezh gant an Normaned-saoz. E-pad un amzer e voe kaset e vab, Gruffudd ap Rhys, d'un tec'hour. Adkemer ul lodenn vihan eus e rouantelezh, war-dro Cantref Mawr, a deuas a-benn d'ober, met ar peurrest a oa bet kemeret gant aotrounez norman.
Un emsavadeg vras a oa a-enep an Normaned-saoz e 1136 ha kevreañ a reas Gruffudd ap Rhys gant Gwynedd. Asambles gant Owain Gwynedd ha Cadwaladr ap Gruffydd eus Gwynedd e trec'has an Normaned-saoz en Emgann Crug Mawr e-kichen Aberteifi. Dieubiñ a rejont Ceredigion a oa un darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha Gruffudd ap Rhys a varvas er bloaz war-lerc'h e plegennoù dianav.
Goude e varv e tremenas ar rouantelez d'e vibien Anarawd, Cadell, Maredudd ha Rhys ap Gruffudd. Er c'hontrol diouzh ar pezh a c'hoarveze alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil war-lerc'h egile. An hini yaouankañ, Rhys ap Gruffudd, a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad.
Goude e varv, avat, e oa rannet Deheubarth etre e vibien. Ar re-mañ a yeas da wizion Llywelyn Fawr Gwynedd. Da get ez eas rouantelezh Deheubarth da vat e 1234, goude ma voe aotreet gourvibien d'ar roueed kozh da ren war Cantref Mawr hag Ystrad Towi betek 1283.
Tud brudet ganet e Deheubarth
kemmañSulien eus Llanbadarn (g. 1030) a yeas da eskob e 1073. Skrivañ a reas kalz sagaioù. E servij an Iliz e heulias e vibien (ne oa ket difennet ouzh ar veleien dimeziñ c'hoazh). Rhygyfarch eus Llanbadarn a skrivas ur buhezskrid, "Buhez Sant-David".
Rouaned Deheubarth
kemmañ- Hywel Dda ap Cadell (909 – 950)
- Rhodri ap Hywel (950 – 953)
- Edwin ap Hywel (950 – 954)
- Owain ap Hywel (950 – 987)
- Maredudd ab Owain (987 – 999)
- Cynan ap Hywel (roue Gwynedd) (999 – 1005)
- Edwin ab Einion (1005 – 1018)
- Cadell ab Einion (1005 – 1018)
- Llywelyn ap Seisyll (ha roue Gwynedd) (1018 – 1023)
- Rhydderch ab Iestyn (Priñs Gwent) (1023 – 1033)
- Hywel ab Edwin (1033 – 1044)
- Gruffydd ap Llywelyn (roue war an darn vrasañ eus Kembre ) (1044 – 1047)
- Gruffydd ab Rhydderch (1047 – 1055)
- Gruffydd ap Llywelyn (roue war an darn vrasañ eus Kembre) (1055 – 1063)
- Maredudd ab Owain (1063 – 1072)
- Rhys ab Owain (1072 – 1078)
- Rhys ap Tewdwr (1078 – 1093)
Priñsed Deheubarth
kemmañE 1093 e krog aloubidigezh Deheubarth gant an Normaned-ha-Saozon.
- Gruffudd ap Rhys (1135 – 1137) (roue war an darn na oa ket bet aloubet gant ar Normaned)
- Anarawd ap Gruffudd (1137 – 1143)
- Cadell ap Gruffudd (1143 – 1153)
- Maredudd ap Gruffudd (1153 – 1155)
- Rhys ap Gruffudd (1155 – 1197)
- Gruffudd ap Rhys (1197 – 1201)
- Maelgwyn ap Rhys (1199 – 1230)
- Rhys Gryg (1216 – 1234)
Goude 1234 ne renas priñsed Deheubarth nemet war Cantref Mawr hag edo o galloud o vont war zisteraat.
- Rhys Mechyll (1234 – 1244)
- Maredudd (1244 – 1271) (Maredudd ap Rhys ?)
- Rhys ap Maredudd (1271 – 1283)