Kastell Dinefwr
Kastell Dinefwr zo ur c’hastell kembreat eus ar Grennamzer, savet dreist ar stêr Tywi, e-kichen Llandeilo, e Sir Gaerfyrddin. E kastell Dinefwr edo lez aotrouien Deheubarth, unan eus Teir Rouantelezh Vras Kembre er Grennamzer. Hiziv e vez graet war-dro ar c’hastell gant Cadw, an aozadur a bled gant savadurioù istorel Kembre.
Kontañ a reer e oa bet savet ar c’hastell gant ar roue Rhodri Mawr, met n’eus prouenn asur ebet eus kement-se. E Dinefwr e voe lez pennañ ar roue Hywel Dda, mab-bihan Rhodri Mawr ha roue kentañ Deheubarth. Moarvat e voe adsavet ar c’hastell gant Rhys ap Gruffudd, priñs Deheubarth eus 1155 da 1197.
Gant Rhys ap Gruffudd e voe savet kestell all er c’hornad, evel kastell Carreg Cennen pe kastell Dryslwyn. Goude marv Rhys e voe ar c’hastell e dalc’h e vab Rhys Gryg, ha soñjal a reer eo d’ar mare-se e voe savet ar c’hastell a weler bremañ, evit al lodennoù koshañ anezhañ. D’ar mare-se ivez, en XIIIvet kantved, e oa galloud Llywelyn Veur, roue Gwynedd, o kreskiñ e kreisteiz Kembre, ha gwell e kavas Rhys Gryg dilezel e gastell ha dismantrañ anezhañ. Adsavet e voe gant Llywelyn ha chom a reas e dalc’h roue meur Gwynedd betek e varv e 1240. E 1255 e voe roet gant Llywelyn ap Gruffudd, mab-bihan Llywelyn Veur, da zaou aotrou bihan, Rhys Fychan da gentañ, ha Maredudd ap Rhys goude, a-raok e rentañ da Rhys Fychan. Kement-se a lakaas Maredudd ap Rhys da c’houlenn skoazell ar roue saoz Edouarzh Iañ. Kemeret e voe kastell Dinefwr gant Maredudd ap Rhys ha nerzhioù Edouarzh e 1277.
E dalc’h ar Saozon pe o aduidi edo ar c'hastell diwar neuze, daoust ma voe devet e-pad un emsavadeg e 1316. Lakaet e voe seziz warnañ gant ar priñs kembreat Owain Glyndŵr e 1403, met en aner. E dibenn ar XVvet kantved e voe labourioù adsevel, kaset war-raok gant Rhys ap Thomas a oa perc’henn war ar c’hastell. Diberc’hennet e voe e vab-bihan ha diwar neuze edo ar c’hastell e dalc’h kurunenn Bro-Saoz, daoust ma c’hallas diskennidi Rhys ap Thomas distreiñ di diwezhatoc’h. E 1600 e voe savet ganto ur maner nepell ha hiviziken ne voe den ebet o chom er c’hastell ken nemet a-vareadoù e vije. Devet e voe an tour-meur en XVIIIvet kantved.
Hiziv e vez graet war-dro ar c’hastell gant Cadw, an aozadur a bled gant savadurioù istorel Kembre, ha gallout a reer mont da welout e rivinoù.
Levrlennadur
kemmañ- Rob Gittins, Dinefwr Castle (Gwasg Gomer, 1984), ISBN 0-86383-032-3
- Sian E. Rees & Chris Caple, Dinefwr Castle – Dryslwyn Castle, ISBN 978 1 85760 239 5
Liammoù diavaez
kemmañ- Kastell Dinefwr e lec’hienn Cadw (kembraeg pe saozneg)
- Kastell Dinefwr e lec’hienn The Wildlife Trust of South and West Wales (kembraeg pe saozneg)
- Dinefwr Castle e lec'hienn Castle of Wales