Maenor Deilo
- Evit ar gêriadenn e Sir Gaerfyrddin, sellit ouzh Maenordeilo (kêriadenn).
Maenor Deilo (skrivet ivez Maenordeilo) a oa ur c'hombod e Kembre ar Grennamzer, e Cantref Mawr, unan eus tri c'hantrev Ystrad Tywi. Ul lodenn eus rouantelezh Deheubarth e oa, ha diwezhatoc'h e teuas da vout e Sir Gaerfyrddin.
En em astenn a rae kombod Maenor Deilo e kreisteiz Cantref Mawr, war harzoù Cantref Bychan. En-dro dezhañ e oa kombodoù Catheiniog, Caeo ha Mallaen e Cantref Mawr, ha Cwmwd Perfedd hag Is Cennen er c'hreisteiz, e Cantref Bychan.
E Maenor Deilo e oa Kastell Dinefwr, lez aotrouien Deheubarth, war lez an Tywi. Eno e oa ivez Llandeilo Fawr, ul lec'h a bouez evit an iliz, ma oa relegoù sant Teilo.