Rouantelezh Ceredigion
Ur rouantelezh kozh eus Bro-Gembre e oa Ceredigion. En em astenn a rae a-hed aodoù kornôg ar vro, el lec'h m'emañ bremañ Aberystwyth hag Aberteifi.
Ceredigion Rouantelezh Ceredigion | ||||
| ||||
Kêr-benn | dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Disrannadur rouantelezh Cunedda | 424 | |||
- krouidigezh Seisyllwg | 577 |
Istor
kemmañKrouet e voe Ceredigion gant Ceredig Ceredigion pa gasas kuit an Iwerzhoniz eus Bro-Gembre. Evit an taol-kaer-se e roas Cunedda Wledig ar vro tro-war-dro da Vae Ceredigion dezhañ, da vezañ roue e-unan enni. Krediñ a reer ec'h endalc'he Rhos ivez met un isrouantelezh eus Gwynedd e teuas ar rannvro-se da vezañ diwezhatoc'h.
Betek ar bloavezh 700 e padas rouantelezh Ceredigion. Pa voe staget Ystrad Tywi outi gant ar roue Seissyll e voe graet Seisyllwg eus ar rouantelezh brasaet.
Anv ur gontelezh eo bremañ.
Listenn rouaned Ceredigon
kemmañ- Ceretic (Ceredig) : 424 - 453
- Usai ap Ceredig : 453 - 490
- Serwyl ap Usai : 490 - 525
- Boddw ap Serwyl : 525 - 560
- Arthfoddw ap Boddw : 560 - 595
- Arthlwys ap Arthwfoddw : 595 - 630
- Clydog ap Arthlwys : 630 - 665
- Seisyll ap Clydog : 665 - 700
Gwelet ivez
kemmañAndonioù
kemmañ- J. E. Lloyd, A History of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, 3ydd arg. 1937)
- Rouantelezh Ceredigion war History Files
Asturies • Bro-Skos • Breizh • Enez-Vanav • Galiza • Iwerzhon • Kembre • Kernev-Veur
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia