Mabudrud
(Adkaset eus Mabudryd)
Mabudrud (skrivet ivez Mabudryd) a oa ur c'hombod e Kembre er Grennamzer. Unan eus kombodoù Y Cantref Mawr e oa, e rouantelezh Deheubarth, e mervent Kembre.
E gwalarn Y Cantref Mawr ("ar C'hantrev Meur") e oa kombod Mabudrud, war an harzoù etre ar c'hantrev-se ha rouantelezhioù Ceredigion ha Dyfed. En-dro dezhañ e oa kombodoù Mabelfyw, Catheiniog ha Gwidigada, er C'hantrev Meur, ha kantrev Emlyn er c'hornôg, ha kantrev Gwynionydd; e Ceredigion, en hanternoz.
War lez ar stêr Teifi e oa kombod Mabudrud. Pencader e oa ar pennlec'h anezhañ.