Pencader zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e hanternoz Sir Gaerfyrddin. Emañ er gevred da Llandysul hag er mervent da Llanybydder. E kumuniezh Llanfihangel-ar-Arth emañ.

Ar monumant d'ar re varv, e Pencader

Pennlec'h kombod Mabudrud e oa Pencader er Grennamzer. Dismantroù Kastell Pencader, ur voudenn-gastell savet gant Normaned, zo e-kichen ar gêriadenn.

E-pad pell eo bet Pencader un arsav war al linenn hent-houarn etre Caerfyrddin hag Aberystwyth ; eno ivez e oa ur c'hroashent gant al linenn da vont da g-Castell Newydd Emlyn. Serret e voe linenn Castell Newydd Emlyn e 1952 hag al linenn bennañ e 1965.

Liamm diavaez

kemmañ