Gwasg Gomer
Gwasg Gomer zo unan eus ar brasañ embannerien gembraek e Llandysul, ur gêr vihan e kuzh-heol ar vro, e Ceredigion.
Istor
kemmañKrouet e voe gant John David Lewis (1859 - 1914) e 1892. Un ti-moulañ e oa da gentañ, met un ti-embann e teuas ivez da vezañ e 1908. Kemer a reas anv ar skrivagner Joseph Harris (Gomer) (1773-1825).
Kreskiñ a reas pa brenas Gwasg Aberystwyth e 1945.
Levrioù saoznek evit ar vugale
kemmañUn dastumad levrioù saoznek evit ar vugale, anvet Pont Books.
Lennegezh kembraek
kemmañSed un toulladskrivagnerien gembraek a zo bet embannet o oberennoù gant Gomer:
Levrioù kembraek evit ar vugale
kemmañLevrioù bugale zo evit an holl oadoù. Brudet eo al levrioù Smot (ar Spot brezhoneg) evit ar re vihan. Meur a zastumad zo : Chwedlau o Gymru (Mojennoù Kembre), Cyfres Llyffantod, ha Cyfres Clwb Cysgu Cŵl.
Daou zastumad divyezhek zo ivez: Trosiadau (troidigezhioù) ha Cip ar Gymru.