Kastell Aberystwyth

kastell e kêr Aberystwyth, e Kembre

Kastell Aberystwyth a oa ur c’hastell e kêr Aberystwyth, e kornôg Kembre. Savet e voe e dibenn an XIIIvet kantved, e-pad aloubadeg Kembre gant ar roue saoz Edouarzh I, evel kestell Fflint, Rhuddlan ha Llanfair-ym-Muallt. Hiziv ne weler nemet dismantroù eus ur c’hastell a voe kroget da sevel e 1277, met meur a gastell all a voe eno a-raok. Eus Oadvezh an Houarn eo ar c’hreñvlec’h kentañ.

Dismantroù Kastell Aberystwyth

Ur voudenn-gastell a voe savet war-dro 1110, un tammig pelloc’h er c’hreisteiz d’an dismantroù a weler bremañ. Graet e vez anezhi Castell Tan-y-castell, Castell Aber Rheidol pe Hen Gastell Aberystwyth. Kreñvaet e voe ar c’hastell koad-se gant mein diwezhatoc’h. Kemeret e voe ar c’hastell gant Owain Gwynedd e 1136 ha cheñch a reas daouarn meur a wech e-pad ar brezelioù etre Kembreiz hag Angled-ha-Normaned, a-raok bezañ kemeret gant Llywelyn Fawr e 1221. Distrujet e voe ar c’hastell kentañ-se gant Llywelyn Fawr a savas unan all en e lec’h. Ne reer ket anv eus ur c’hastell ken eno, a-raok ma voe lakaet sevel unan all gant Edouarzh I e-pad e vrezel a-enep Kembreiz, an hini a weler e zismantroù bremañ, war vord ar mor, e-kreiz Aberystwyth.

Kregiñ a reas al labourioù e 1277. Ne voent ket echuet a-raok 1289 ha ker e koustas da Gurunenn Bro-Saoz. E 1288 e oa bet kemeret ar c’hastell gant un armead Kembreiz ha losket e oa bet ganto. E 1294-95 adarre e voe lakaet seziz war ar c’hastell e-pad emsavadeg Madog ap Llywelyn.

E-pad an emsavadeg renet gant Owain Glyndŵr, e voe kemeret ar c’hastell gant un arme Kembreiz e 1404. Adkemeret e voe gant ar Saozon e 1408. Bep taol e voe gwallaozet ar savadur. Gant Oliver Cromwell e voe distrujet ar c’hastell e 1649, e-pad Brezel diabarzh Bro-Saoz. Hiziv ne chom nemet aspadennoù anezhañ.

Ar porzh diabarzh a voe savet e stumm un diamant, gant div voger-dro, an eil e-barzh eben, ha gant pep a zor en daou benn hag un tour-meur ouzh pep dor. Hervez an henoniourien e oa krog ar savadur da vont da fall kerkent ha 1343, abalamour d’an avel ha d’ar mor, ken tost.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.