Janed Bro-Saoz, rouanez Bro-Skos

Janed Bro-Saoz (1210-1238), merc'h d'ar roue saoz Yann Dizouar, a oa rouanez Bro-Skos dre he dimeziñ da Alesant II (Bro-Skos) e 1221 .

An hini henañ eus merc'hed Yann Dizouar hag ar gontez Izabel Angoulême e oa, war-bouez ar vesterd.

Savet e voe Janed e Gaskogn, e lez Huon X Lusignan, a oa bet prometet he dorn dezhañ abaoe pell, evel dic'haou goude bezañ bet nac'het gant he mamm Isabella of Angoulême. Daoust da se, pa varvas Yann Dizouar en 1216, e fellas da Izabel dimeziñ dezhañ hec'h-unan, ha kaset e voe Janed da Vro-Saoz en-dro, e-lec'h ma oad o varc'hata d'he dimeziñ da Alesant II (Bro-Skos).

Dimeziñ

kemmañ

Dimezet e voe Alesant ha Janed e Mezheven 1221 e York Minster[1]. 23 bloaz e oa Alesant, pa ne oa ket Janed gant hec'h 11 vloaz c'hoazh. Bugel ebet n'o doe petra bennak ma voent dimezet e-pad 16 vloaz. Mervel a reas Janed etre divvrec'h he breur en Havering-atte-Bower en 1238, ha beziet en Abati Tarrant Crawford en Dorset[2].

Notennoù

kemmañ
  1. Agnes Mure Mackenzie, The Foundations of Scotland (1957), p. 251.
  2. Mackenzie, p. 260.

Levrlennadur

kemmañ
  • Rosalind K. Marshall, Scottish Queens: 1034-1714 Tuckwell Press, East Linton (2003) (ISBN 1862322716) (en) p19-20.