Alesant II (Bro-Skos)

Alaxandair mac Uilliam e gouezeleg Skos e vare, Alasdair mac Uilleim hiziv (Baile Adainn, 24 a viz Eost 1198Cearrara, 6 Gouere 1249) a voe roue Bro-Skos adalek 1214 betek e varv dindan an anv Alaxandair II na h-Alba (Alaisder II hiziv).
Gantañ e voe sinet Feur-emglev York e 1237.

Alaxandair II

Kroaz siell veur Alasdair II
Alexander Deo rectore Rex Scottorum
"Alexander, roue Bro-Skos gant stur Doue"
Roue Bro-Skos
Ren 4 Kerzu 12146 Gouere 1249
Kurunidigezh 6 Kerzu 1214
En e raok Uilliam mac Eanric
En e c'houde Alaxandair III
Ganedigezh 24 Eost 1198
Baile Adainn
Tiegezh Dùn Chailleann
Tad Uilliam mac Eanric
Mamm Ermengarde de Beaumont
Pried Joan of England
Marie de Coucy
Bugale Alaxandair III
Marjorie (ampriedel)
Marv 6 Gouere 1249
Cearrara
Bez Abati Maolros
Siorrachd Rosbroig
Na Crìochan

Pil siell veur Alasdair II
Skoed Alaxandair II, eilpennet a-c'houde e varv. Royal MS 14 C VII, folio 146v, British Library.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

E Baile Adainn (Haddington e saozneg) e voe ganet d'ar 24 a viz Eost 1198, pennhêr ar roue Uilliam mac Eanric (William the Lion[1], c. 1142 – 1214) hag e bried Ermengarde de Beaumont (c. 11701233), a oa ur veskontez c'hall.
Ul lodenn eus e yaouankiz a dremenas e Bro-Saoz, ma voe marc'heget gant ar roue John e 1212, da bevarzek vloaz ; e 1213 e voe kaset d'an Norzh e penn un arme evit flastrañ un taol-dispac'h renet gant Gofraid mac Domnail. Bloaz goude e varvas e dad ar roue Uilliam d'ar 4 a viz Kerzu 1214[2].
D'ar 6 a viz Kerzu e voe kurunennet evit ren war-lerc'h e dad, dindan an anv Alaxandair II.

Ken abred ha 1215 e rankas plediñ gant emsavadeg ar klannoù Meic Uileim ha MacHeths enep ar gurunenn, a voe mouget buan. En hevelep bloaz e savas Alaxandair II a-du gant ar varoned saoz enep o roue John : e penn ul luad ez eas tre e Bro-Saoz ; garv e voe an dialgerc'h, pa voe dizalbadet Berwick-upon-Tweed gant soudarded ar roue saoz.[3]
E miz Gwengolo 1216 ez erruas an arme skosat e Dover (Kent), war aod su Bro-Saoz ; eno e tougas Alaxandair II gwazoniezh d'ar priñs Louis de France, a oa emvenner roue Bro-Saoz abalamour d'e zouaroù eno — dibabet e oa bet gant ar varoned evit kemer kador John. Pa varvas hennezh d'an 19 a viz Here avat, brientinien ar rouantelezh hag ar pab nevez Honorius III a skoras Henry of Winchester mab ar roue diwezhañ-marv, hag eñ nav bloaz hepken. Ret e voe d'ar C'hallaoued ha da lu Bro-Skos distreiñ d'ar gêr.[4]
Bloaz goude, d'an 12 a viz Gwengolo 1217, e voe peoc'h en-dro pa voe sinet Feur-emglev Kingston etre Alaxandair, Henry ha Louis.

D'an 18 a viz Mezheven 1221 e timezas Alaxandair II gant Joan of England, a oa c'hoar da Henry III.

Er bloaz 1222 e voe devet Adam of Melrose, abad Maolros hag eskob Gallaibh, en e salioù e Hàcraig (Halkirk hiziv) e-kerzh dispac'h an hoberelled enep un deog savet gantañ. War Jon Haraldsson, un Norvegad hag a voe diwezhañ kont Orkney betek 1231, e voe lakaet an tamall avat gant ar c'hroniker danat Boetius de Dacia (c. 1240c. 1285). Goude prouet digablusted an Norvegat ez eas ar roue Alaxandair da Vaolros, ma lakaas krougañ an darn vuiañ eus an hoberelled emsaver ha mac'hagnañ an nemorant kent lakaat rann gevandirel Orkney dindan e gurunenn. Ker kreñv e voe asantet d'e oberoù gant ar pab Honorius III ma resevas meuleudioù digant an Iliz katolik roman e-pad 25 bloaz.
Goude an taol-kaer-se e kendalc'has ar roue da vrasaat ha kreñvaat e rouantelezh : destagadur Earra-Ghàidheal (Argyll hiziv)[5] ha mirout Gall-Ghaidhealaibh daoust d'un emsavadeg e 1235[4].

Nebeut goude e c'houlennas Henry III Bro-Saoz gwazoniezh digant roue Bro-Skos ; arc'hañ kontelezhioù hanternozelañ Bro-Saoz e voe respont Alaxandair II. Renket e voe pep tra dre Feur-emglev York ar 25 a viz Gwengolo 1237[3], ma voe termenet an harzoù nevez etre rouantelezh Bro-Skos ha rouantelezh Bro-Saoz : Northumberland (Kontelezh Durham e-barzh), Cumberland ha Westmorland a voe lakaet da sujidi ar Saozon ; hogozik digemm int chomet betek bremañ, war-bouez un dachenn etre Solway Firth ha Longholm (douaroù Klann Armstrong) e Dùn Phrìs is Gall-Ghaidhealaibh, a voe staget da Vro-Skos e 1590 gant Seumas VI na h-Alba, ha Berwick-upon-Tweed, a voe gwezh skosat gwezh saoz betek Achd an Aonaidh / Acts of Union ar bloaz 1707, pa voe lakaet da saoz.

C'hwec'h miz goude ar sinadeg e York, d'ar 4 a viz Meurzh 1238, e varvas Joan of England d'an oad a 27 vloaz ; bugel ebet ne oa deuet d'ar c'houblad.
D'ar 15 a viz Mae 1239 ez addimezas Alaxander, gant ur C'hallez a renk uhel anvet Marie de Coucy (c. 12181285). Ur mab a zeuas dezho d'ar 4 a viz Gwengolo 1241, anvet Alaxandair mac Alaxandair, a renas war-lerc'h e dad gant an anv Alaxandair III na h-Alba.

E 1243 e voe mennet Henry III Bro-Saoz da aloubiñ Bro-Skos abalamour d'ur vevenn diresis, met Alaxandair a ouezas e ziarbennekaat dre ma kine ar varoned da vont da vrezeliñ ; ur feur-emglev a beoc'h a voe sinet e Newcastle upon Tyne d'ar 14 a viz Eost 1244.

Goude-se e klaskas ar roue diluziañ kudenn Na h-Innse Gall, a oa c'hoazh dalc'het gant Norvegia.[3] Meur a wezh e klaskas o frenañ, en aner avat.[4] Aet og an tamm anezhañ e tivizas o c'hemer dre nerzh e 1249, met mervel a eure war an hent da vont di, d'an oad a 51 vloaz[6],[7].
Beziet e voe en abati Maolros, m'en devoa bet kement a zibun 27 vloaz kentoc'h.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Duncan, A.A.M. The Kingship of the Scots 842–1292: Succession and Independence. Dùn Èideann : Edinburgh University Press, 2003 (ISBN 978-0-7486-1626-8)

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Garbh "Garv" e oa lesanv gouezelek Uilliam mac Eanric.
  2. Duncan, 2003.
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (en) 'Encyclopedia Britannica, 1911. Kavet : 05 Kerzu 2021.
  4. 4,0 4,1 ha4,2 (en) 'Alexander II, King of Scots 1214 – 1249, BBC. Kavet : 05 Kerzu 2021.
  5. Bihanoc'h a-galz eget hiziv e oa tiriad Earra-Ghàidheal d'ar mare-se.
  6. Seitek vloaz diwezhatoc'h hepken e voe kavet un diskoulm, pa voe Na h-Innse Gall hag Ellan Vannin gwerzhet da Vro-Skos dre Feur-emglev Peairt d'an 2 a viz Gpuere 1266, sinet gant Alaxandair III.
  7. (en) Lustig, Richard I. The Treaty of Perth: a re-examination. In : The Scottish Historical Review, Vol. 58, N° 161-1 (Ebrel 1979) En-linenn. Kavet : 05 Kerzu 2021.