Edouarzh Iañ (Bro-Saoz)
(Adkaset eus Edward Iañ)
Ur pennad Edouarzh Iañ zo ivez.
Edouarzh Iañ, ganet d'ar 17 a viz Mezheven 1239, marvet d’ar 7 a viz Gouere 1307, a voe Roue Bro-Saoz adalek 1272 betek e varv e 1307. Longshanks (« divhar hir ») e oa e lesanv, rak un den bras e oa. Hennezh eo ar roue saoz a aloubas Kembre a-benn ar fin ha gantañ e voe lazhet Llywelyn ap Gruffudd, priñs diwezhañ Kembre, e 1282. Klask a reas lakaat e grabanoù war Bro-Skos ivez, en ur lakaat e vab Edouarzh II e penn ar vro-se, hogen ne baouezas ket ar brezelioù evit dizalc’hted Bro-Saoz, gant William Wallace ha Robert Bruce a zeuas da vezañ roue Bro-Skos e 1306.
Dimezioù ha bugale
kemmañDiv wech e timezas:
- da Eleanor Kastilha (m. 1254–1290)
- da Marc'harid Bro-C'hall, ha tri bugel o doe:
- Thomas de Brotherton (1300 – 1338), kont Norfolk ;
- Edmond de Woodstock (1301 – 1330), kont Kent ;
- Aliénor, ganet e Winchester d'ar 4 a viz Mae 1306, marvet en Amesbury e 1311, da bemp bloaz.
En e raok: Herri III |
Roue Bro-Saoz 1272 – 1307 |
War e lerc'h: Edouarzh II |