Ednyfed Fychan (marvet e 1246), pe Ednyfed Fychan ap Cynwrig, a oa distain pe senesal e lez Rouantelezh Gwynedd en amzer Llywelyn Fawr.

Ardamezioù Owen Tudur, gant an tri fenn troc'het gant Ednyfed Fychan en emgann

E 1215 eo e oa deuet da vout distain, ha skoazellañ a reas e aotrou Llywelyn Fawr da astenn e c'halloud war an darn vrasañ eus Kembre. Goude marv Llywelyn e servijas ar mab Dafydd ap Llywelyn. Perc'henn e oa war douaroù bras en Ynys Môn.

En emgann ouzh arme Ranulf, aotrou norman-saoz Caer e c'hounezas Ednyfed brud vras o troc'hañ pennoù tri enebour saoz ; an tri fenn-se eo a weler war skoed Ednyfed hag e ziskennidi.


War e lerc'h

kemmañ

War e lerc'h eo e vibien Goronwy ab Ednyfed ha Tudur ab Ednyfed a voe senesaled en amzer Llywelyn ap Gruffudd, a voe lazhet e 1282.


Dont a ra an tiegezh Tudor eus eured kuzh Owen Tudor (Owain ap Maredudd ap Tudur), un diskennad da Ednyfed Fychan, ha Catherine de Valois, intañvez ar roue saoz Herri V. O-mab-bihan Henri Tudur (1457-1509) a voe trec'h war Richard III en emgann Bosworth hag a renas neuze evel Herri VII.