Emgann Bosworth pe Emgann Bosworth Field a oa un emgann e dibenn Brezel an Div Rozenn a c’hoarvezas d’an 22 a viz Eost 1485.

Emgann Bosworth
Tamm eus Brezel an Div Rozenn
Emgann Bosworth
Emgann Bosworth, livet gant Philip James de Loutherbourg
Maread 22 a viz Eost 1485
Lec'h Market Bosworth (Leicestershire, Bro-Saoz)
Disoc'h trec’h Tiegezh Lancaster
Emgannerien
Richarzh III (Bro-Saoz), Tiegezh York Herri VII Tudor, Tiegezh Lancaster, Tiegezh Stanley, goprsoudarded
Pennoù-brezel
Richarzh IIIHeri Tudor, kont Richmond
John de Vere, 13vet kont Oxford
Niver a emgannerien
Tiegezh York
10 000
Tiegezh Lancaster
5 000
Tiegezh Stanley
6 000
Kolloù
1 000100 ?

An emgann bras diwezhañ e voe e-pad ar brezel renet etre Tiegezh York ha Tiegezh Lancaster evit gounit kurunenn Bro-Saoz, ur brezel anvet Brezel an Div Rozenn. C’hoarvezout a reas etre Richarzh III, eus Tiegezh York, ar roue diwezhañ eus an tiegezh Plantagenet, hag ar priñs Herri Tudor, eus Tiegezh Lancaster, a zeuas da vezañ Herri VII.

Echuiñ a reas emgann Bosworth gant marv Richarzh ha trec’h Tiegezh Lancaster. Gantañ e voe fin da Vrezel an Div Rozenn, daoust ma c’hoarvezas c’hoazh un nebeud emgannoù bihan etre an div gostezenn er bloavezhioù war-lerc’h.

Herri Tudur pe Herri Tudor, ur priñs kembreat a oa kont Richmond hag a oa danvez-roue, a oa en harlu e Breizh da gentañ hag e Bro-C’hall da c’houde. E 1483 e klaskas aloubiñ Bro-Saoz, met c’hwitañ a reas war e daol, abalamour d’an amzer fall. E deroù miz Eost 1485 e voe un eil arnod gantañ hag ar wech-mañ e teuas e daol da vat : dilestrañ a reas e Mill Bay, e Sir Benfro, gant ur strolladig soudarded a-du gant Tiegezh Lancaster ha gant soudarded gopret deuet eus Bro-C’hall, Breizh ha Bro-Skos, un 2000 den bennak en holl. Mont a reas eus Penfro war-zu ar biz, kentoc’h eget war-zu ar reter. Pa erruas e-kichen Y Trallwng, e Powys, e teuas e-leizh a Gembreiz a-du gantañ : un armead deuet eus mervent Kembre renet gant Rhys ap Thomas, tud eus Gwent ha Morgannwg ha tud eus hanternoz Kembre renet gant William Griffith. Ma c’hounezas Herri kement-se a skoazell digant e genvroiz ez eo moarvat abalamour da vojenn ar Mab Darogan (« ar mab diouganet »), ar gredenn e teufe un deiz un den da adsevel Enez Vreizh evel ma oa da vare ar Vrezhoned kozh. Pa erruas arme Herri war harzoù Bro-Saoz e oa war-dro 5000 den enni.

Gant Richarzh III, roue Bro-Saoz, e oa un arme un tammig brasoc’h met ne oa ket asur eus fealded an holl dud enni. En em gavout a reas an div arme er c’hreisteiz da Market Bosworth e Leicestershire, e-kreiz Bro-Saoz, d’an 21 a viz Eost, daoust ma n’eur ket sur lec’hiad resis an emgann. Un armead all 6000 den a oa ivez, renet gant ar baotred Stanley, Thomas Stanley, 1añ kont Derby hag e vreur William Stanley. Daoust dezho nac’h kemer perzh en emgann en deroù e savjont a-du gant Herri Tudor a-benn ar fin.

Lazhet e voe Richarzh e-kreiz ar stourm. Ur wech echu an emgann, e voe kurunennet Herri gant kurunenn Richarzh, war dorgenn Crown Hill e-kichen keriadenn Stoke Golding. Dont a reas da vezañ roue dindan an anv a Herri VII. Er bloavezhioù war-lerc’h e voe gopret tud gant Herri da sevel skridoù a-du gantañ ha da ginnig Emgann Bosworth ha donedigezh an tiegezh Tudor war an tron evel deroù ur prantad nevez en istor Bro-Saoz. Ganto e veze taolennet an emgann evel trec’h ar mad war an droug. Ar pennad pouezusañ eo er pezh-c’hoari Richarzh III gant William Shakespeare.

Levrlennadur kemmañ

  • Emyr Wyn Jones, Bosworth Field: A Welsh Perspective (1984)
  • A.L. Rowse, Bosworth Field and the Wars of the Roses (1966)

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.