Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Ar jeneral Yoshijiro Umezu, ganet d'ar 4 a viz Genver 1882 ha marvet d'an 8 a viz Genver 1949, oa ar c'homandant e penn an arme impalaerel japanat e-pad an Eil Brezel-bed. Hag uhelaet da amiral e miz Eost 1939.

Yoshijiro Umezu
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhJapan, Impalaeriezh Japan Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den梅津美治郎 Kemmañ
Anv-familhUmezu Kemmañ
Anv e kanaうめづ よしじろう Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Gen 1882 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNakatsu Kemmañ
Deiziad ar marv8 Gen 1949 Kemmañ
Lec'h ar marvImpalaeriezh Japan Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvcolorectal cancer Kemmañ
Yezh vammjapaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetjapaneg Kemmañ
Kondaonet evittorfed brezel Kemmañ
Michersoudard, milour Kemmañ
Deroù ar prantad labour1903 Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Arme Kantōgun Kemmañ
BrezelBrezel Sina ha Japan Kemmañ
Skour luLu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Yoshijiro Umezu
Yoshijiro Umezu o sinañ kodianidigezh Japan, d'an 2 a viz Gwengolo 1945

Er bloavezhioù 1920, Umezeu oa un ezel eus an Tosei-Ha ("Strollad kontrollerezh" ) renet gant ar jeneral Kazushige Ugaki gant tud all evel Gen Sugiyama, Koiso Kuniaki, Tetsuzan Nagata ha Hideki Tojo. Ar gevredigezh-se a oa stag ouzh un hengoun politikel kerreizh etre ar peoc'hgarourien hag an izili eus ar gevredigezh a radikalourien evel ar strollad Kodoha ("strollad stourm") gant Sadao Araki en e benn.

E 1945, Umezu a stourmas, gant ministr ar brezel Korechika Anami ha Soemu Toyoda, unan eus pennoù strollad ren ar morlu, a-enep mennozh en em zaskor d'an Amerikaned. Krediñ a rae e vefe bet posupl rediañ an Amerikaned da vrezeliñ war douaroù Japan, ha kas anezho en ur brezel e lec'h ma vefe bet kollet kalz a emgannoù ganto. Ha goude-se, e vefe bet tu da Vro-Japan kaout un emglev reizh evit ur peoc'h reizh.

Goude ar brezel e voe kaset dirak al lez-varn milourel evit ar Reter-Pellañ, e lec'h ma voe kondaonet d'an toull-bac'h a-hed e vuhez d'an 12 a viz Du 1948. Mervel a reas abalamour d'ur c'hleñved d'an 8 a viz Genver 1949.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける