Wilkie Collins
William Wilkie Collins (1824 – 1889) a oa ur romantour saoz, kamarad da Charles Dickens. Brudet bras e oa en e amzer, hini ar rouanez Victoria, ha 27 romant zo bet diwar e bluenn, ouzhpenn 50 kontadenn, tremen 15 pezh-c'hoari, ha 100 arnodskrid bennak.
Ganet e oa e Londrez, ha mab e oa d'al livour William Collins. Savet he desket e voe er gêr gant e vamm. Goude ez eas d'ar skol-lojañ. Beajiñ a reas gant e dud da Italia ha Bro-C'hall, ha deskiñ a reas italianeg ha galleg.
Oberennoù
kemmañ- Basil (1852)
- The Frozen Deep (1857), pezh-c'hoari kenskrivet gant Charles Dickens
- "A House to Let" (1858), danevell kenskrivet gant Charles Dickens, Elizabeth Gaskell hag Adelaide Anne Procter
- "The Haunted House" danevell kenskrivet gant Charles Dickens, Elizabeth Gaskell, Adelaide Anne Proctor, George Sala ha Hesba Stretton
- The Woman in White (1860). Ar gwellañ romant-polis saoznek, hervez T. S. Eliot.
- No Name (1862)
- Armadale, (1866)
- No Thoroughfare (1867), danevell ha pezh-c'hoari kenskrivet gant Charles Dickens
- The Moonstone (1868)
- Poor Miss Finch (1872), dediet da Frances Minto Elliot
- "John Jago's Ghost; pe The Dead Alive"
- The Law and the Lady (1875)
- "Who Killed Zebedee?" (1881)
- The Black Robe (1881)
- Blind Love (1890 – diechu, kaset da benn gant Walter Besant)