David Bowie

kaner ha aktor breizhveuriat

David Bowie, bet ganet David Robert Jones, d'ar 8 a viz Genver 1947 e Londrez ha marvet d'ar 10 a viz Genver 2016 e New York, a oa ur c'haner saoz er sonerezh rock, hag aktour ivez.

David Bowie
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denDavid Bowie Kemmañ
Anv ganedigezhDavid Robert Jones Kemmañ
Anv-bihanDavid Kemmañ
Anv-familhJones Kemmañ
LesanvDavid Bowie Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Gen 1947 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBrixton Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gen 2016 Kemmañ
Lec'h ar marvManhattan, New York Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev an avu Kemmañ
PriedAngela Bowie, Iman Kemmañ
Kompagnun(ez)Ava Cherry, Cyrinda Foxe, Ola Hudson Kemmañ
BugelDuncan Jones, Lexi Jones Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Tachenn laboursonerezh, Arzoù ar gweled, acting Kemmañ
Bet war ar studi eRavensbourne University London, Ravens Wood School, City Literary Institute Kemmañ
Lec'h labourNew York, Berlin Kemmañ
Deroù ar prantad labour1964 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2016 Kemmañ
Tuadur revelDivrevelezh Kemmañ
Perzhiad eLive Aid Kemmañ
Voice typebaritone Kemmañ
PladennrolladurDavid Bowie discography Kemmañ
FilmographyDavid Bowie filmography Kemmañ
Oberenn heverkAll the Young Dudes, Labyrinth, Life on Mars?, The Rise and Fall of Ziggy Stardust and the Spiders from Mars, Berlin Trilogy Kemmañ
Diellaouet gantVictoria and Albert Museum Kemmañ
Anvet diwarJames Bowie Kemmañ
Ezel eusTin Machine, The Arnold Corns, Davie Jones and the King Bees, The Hype, The Spiders from Mars Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.davidbowie.com/ Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerPRS for Music, reproduction right not represented by CISAC member Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMuseum of Modern Art, Victoria and Albert Museum, San Francisco Museum of Modern Art Kemmañ
Rummad tostCategory:Music videos directed by David Bowie Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
David Bowie (2009)

A orin iwerzhonad e oa e hendadoù, deus tu e vamm deuet d'en em staliañ e Manchester. En ur borough Lambeth e Su da Londrez, e veve ar familh. Barregezhioù mouezh en doa pa oa bugel dija evit ar c'han e lazseniñ hag e oa bet merzhet ivez evit e zoare arzel da zañsal. Pladenn Elvis Preslay a oa bet degaset gant e dad er ger, a blijas kalz dezhañ. Kroget noa da seniñ gant ar piano hag e stagas da seniñ gant mignoned. E dad noa kaset anezhañ da welet arzourien, d'ober anaoudegezh ganto : Alma Cogan haTommy Steele, pezh a ziskouezh e harpe anezhañ war-zu ar bed arzel. En ur skol divoutin e voe kaset : Bromley Technical High School, gant arbennikadurioù war ar yezhoù, skiantoù, hag an disign. Terry Burns e hanter-vreur deus tu e vamm, 10 vloaz koshoc'h evitañ noa bet ul levezon bras warnañ, da skouer gant ar sonerezh jazz arnevez, ar voudaelezh, pe ar varzhoniezh Beat. Kalzig a dud e kerentiezh Bowie a oa klañv gant ar Skizofreniezh, un dintin a rae mont ha doneioù er bredospital. Ur pezh taol a bakas en e lagad kleiz e-kerz un emgann gant ur skoliad George Underwood, en abeg d'ur plac'h. Koulskoude e viras darempredoù mat gant hemañ, hag o doe labouret asambles evit sevel goloioù e bladennoù gentañ. Konrads voe anv e strollad gentañ, 8 ezel, hag e sonent ur seurt rock and roll evit an euredoù hag er gouelioù. Kuitaad a reas ar strollad evit mont er strollad King Bees, hogen ne voe ket gwall laouen ganto hag e yeas da gavout ar Manish Boys, strollad blues, a ebarzhe tonioù folk ha soul. Huñvreal a rae bezañ hañval ouzh Mick Jagger. Hag eñ da gimiadiñ diouto adarre evit mont gant ar Lower Third, un triad blues levezonet gant the Who.

Brudet adalek 1969 gant Space Oddity. Reuz a vo gantañ peogwir eo boaz d'en em wiskañ e-giz ur plac'h. E 1972 e vo brudetoc'h c'hoazh a-drugarez d'e strollad The Spiders From Mars hag ar bladenn Ziggy Stardust. Kenlabouret en deus gant : Iggy Pop, John Lennon, ar Rolling Stones... Deut eo a-benn da chom diouzh ar c'hiz c'hoazh, en ur implijout sonioù elektronek er bladenn Earthling (1997). Hervez ur sontadeg graet e miz Kerzu 2000 eo gwelet e-giz un arzour en deus bet ar brasañ levezon war sonerien rock ar bed.