Fernando II Aragon
Fernando II Aragon, pe Fernando V Kastilha (Ferrando II en aragoneg, Fernando II e kastilhaneg; Ferran II e katalaneg), lesanvet Fernando ar C'hatolig, ganet d'an 10 a viz Meurzh 1452 e Sos del Rey Católico (Aragon) ha marvet d'an 23 a viz Genver 1516 e Madrigalejo, a oa :
- roue Aragon, roue Valencia, roue Mallorca, ha roue Sikilia, kont Barcelona, eus 1479 betek 1516 a-berzh e dad ;
- roue Kastilha ha León eus 1474 betek 1504 dre e eured ;
- kont Rousilhon ha kont Cerdanya adalek 1493 betek 1516 ;
- Roue an Div Sikilia e 1504.
Rann eus | Rouaned katolik |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Bro ar geodedouriezh | Kurunenn Aragon |
Anv e yezh-vamm an den | Ferrando II d'Aragón |
Anv-bihan | Fernando, Ferran |
Moranv | el Católico, el Catòlic |
Deiziad ganedigezh | 10 Meu 1452 |
Lec'h ganedigezh | Palacio de los Sada |
Date of baptism | 11 C'hwe 1453 |
Deiziad ar marv | 23 Gen 1516 |
Lec'h ar marv | Casa de Santa María |
Lec'h douaridigezh | Royal Chapel of Granada, Sepulcher of Isabella I of Castile and Ferdinand II of Aragon |
Tad | Yann II Aragon |
Mamm | Juana Enríquez |
Pried | Izabel Iañ Kastilha, Germaine de Foix |
Kompagnun(ez) | Aldonza Ruiz de Ivorra, Isabel of Granada |
Familh | House of Trastámara |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg, Navarro-Aragonese |
Micher | rener |
Relijion | Katoligiezh |
Liv an daoulagad | gell |
Liv ar blev | blev rous |
Ezel eus | Urzh Santiago |
Perc'henn war | Alcázar of Segovia |
Darvoud-alc'hwez | coronation, dynastic union of Aragon and Castile, Royal Wedding of Isabella of Castile and Ferdinand of Aragon, coronation of the Kings of Aragon, 1492 assassination attempt of Ferdinand II of Aragon |
Prizioù resevet | Knight of the Order of the Golden Fleece, Order of Calatrava, Grand Master of the Order of Santiago, Urzh Santiago |
Deskrivet en URL | https://global.britannica.com/biography/Ferdinand-II-king-of-Spain |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum of Archeology, History and Art |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
E vuhez
kemmañMab e oa d'ar roue Juan II Aragon (1398-1479) ha d'e eil pried Juana Enríquez (1425-1468). Da Fernando e tegouezhas madoù kurunenn Aragon goude marv e hantervreur Charlez, priñs Viana e 1461.
Pennhêr Kurunenn Aragon hag eured
kemmañPa varvas e hantervreur Carlos, priñs Viana (1461), e voe anvet Fernando da Briñs Gerona, titl roet da bennhêred kurunenn Aragon, ha kurunennet evel Roue pennhêr Aragon en Calatayud ; bloaz goude e voe anvet da letanant jeneral Katalonia ha da roue Skilia e 1468. Perzh a gemeras e Brezel-diabarzh Katalonia (1462-1472), ha kustumiñ ouzh ar stadvererezh war c'houlenn e dad.
E Kastilha e varvas an infant Alfonso Kastilha e 1468 hag anavezet e voe e geniterv, an infantez Isabel, hanterc'hoar da Herri IV Kastilha, evel pennhêrez Kastilha. Juan II Aragon neuze a boanias da glask an tu da zimeziñ e vab Fernando da bennhêrez ar rouantelezh amezek. Kement-se a voe graet e miz Here 1469, e Valladolid.
Koulskoude, pa varvas Enrique IV e 1474, e krogas Brezel Hêrezh Kastilha, ur brezel diabarzh etre harperien Isabel ha re merc'h Enrique, Juana Trastamara, lesanvet la Beltraneja, harpet gant Roue Portugal, Afonso V, a felle dezhañ dimeziñ dezhi, hag unvaniñ kurunennoù Kastilha ha Portugal.
Fernando, goude hir zivizoù gant uhelidi warizius Kastilha, a deuas a-benn da vout anvet kenrejant Kastilha gant gwirioù par da re e bried Isabel, goude sinet Concordia Segovia e 1475. Neuze e kemeras perzh e renerezh ar brezel hag en trec'h, dreist-holl e-kerzh emgann Toro e 1476,[1],[2] a voe troet en un trec'h bras gounezet gant ur spered dreist a zen, hini Fernando, a ouvezas lakaat da blegañ ar c'hêrioù emsavet.
E 1476 ha 1477 e voe merour Urzh Santiago.
Dimeziñ
kemmañE miz Here 1469 e timezas da Izabel Kastilha (1451-1504), merc'h d'ar roue Juan II Kastilha. E 1474 e teuas Izabel da vout rouanez. Ganti e renas Fernando ur brezel da zistroadañ he nizez Janed ar Beltraneja (1462-1530). Faezhet e voe ar Beltraneja en Emgann Toro e 1476.
Da varv e da Juan II e 1479 e savas war gador Kurunenn Aragon hag a-gevret e renas an daou roue goude ma chome disparti an div gurunenn.
E 1481 e voe adaozet an Ofis Santel gant Fernando hag Izabel ; e 1492 e voe kaset kuit ar Yuzevien na oant ket kristenaet, ma tec'has an darn vrasañ d'an Impalaeriezh otoman, hag aloubet e voe rouantelezh Granada. Kement-se a dalvezas dezho resev an titl a Rouaned Katolik digant ar pab spagnol Alesant VI.
Bugale
kemmañPemp bugel en doe gant Izabel.
- Izabel Kastilha hag Aragon (1470-1498), a zimezas div wech :
- e 1490, da 20 vloaz, da Afonso Portugal (1475-1491), infant Portugal, met mervel a reas ar priñs tri miz goude an eured en ur gwallzarvoud ;
- e 1497, c'hwec'h vloaz goude, d'e genderv Manuel Iañ Portugal (1469-1521), Roue Portugal.
- Juan Aragon ha Kastilha (1478-1497), Priñs Asturiez,
- dimezet da Marc'harid Aostria, merc'h da Masimilian Iañ Habsburg; marvet da 19 vloaz gant an droug-skevent ;
- Juana de Castilla (6 a viz Du 1479 – 1555), lesanvet Janed ar Follez, hêrez rouantelezhioù Kastilha da gentañ, hag Aragon goude,
- dimezet da Fulup Habsburg;
- en 1500 e c'hanas o mab kentañ Carlos a renas e Spagn war-lerc'h e vamm, hag en Impalaeriezh Santel, ha gantañ e teuas un tiegezh roueel nevez e Spagn, Tiegezh Aostria, pe Habsburgo
- en 1503 e c'hanas Fernando, a renas (goude marv Carlos) en Impalaeriezh Santel evel Ferdinand Iañ an impalaeriezh Santel.
- en 1506, goude marv he fried, ec'h embannas he zad Fernando II e oa kollet he fenn ganti, ma voe bac'het en Tordesillas, e-lec'h ma varvas daou-ugent vloaz goude.
- dimezet da Fulup Habsburg;
- Maria Aragon (1482 - 1517),
- eil pried, goude he c'hoar Izabel, da Manuel Iañ Portugal, dezho tri bugel:
- João III Portugal
- Henrique Iañ
- Isabel Portugal, a zimezas d'he c'henderv Carlos .
- eil pried, goude he c'hoar Izabel, da Manuel Iañ Portugal, dezho tri bugel:
- Catalina de Aragón y Castilla (1485 - 1536), a zimezas div wech :
- da Arthur Tudor, a oa da vout roue Bro-Saoz,
- ha goude d'e vreur, ar roue Henry VIII, hag a voe mamm Mari Iañ Bro-Saoz, rouanez war-lerc'h he zad
- mamm e voe da Mari Iañ Bro-Saoz.
Pa intañvas e 1505 ec'h addimezas d'an 19 a viz Here, er bloaz-se end-eeun, da Germaine de Foix, un nizez da Loeiz XII (Bro-C'hall). D'ar 5 a viz Mae 1509 e voe ganet o mab Juan, met ne vevas ket pelloc'h eget un nebeud eurvezhioù.
Bugale e-maez ar briedelezh
kemmañ- Gant Aldonza Ruiz de Ivorra
Un uheladez katalan e oa Aldonza Ruiz de Ivorra.
- Alonso Aragon (1470-1520) ; ur prelad e voe Alonso, pa voe roet dezhañ gant ar pab an titloù a abad Monteraragón (1492-1520), arc'heskob Zaragoza ha besroue Aragón.
- Juana (? - ?), eil pried Bernardino Fernández de Velasco III, kont Haro ha konestabl Kastilha.
- Gant Toda Larrea
- María, abadez Nuestra Señora de Gracia el Real de Madrigal, en Ávila.
- Gant Juana Pereira
Un uheladez portugalat e oa Juana Pereira.
- María Esperanza, abadez Nuestra Señora de Gracia el Real de Madrigal, ma voe abadez he c'hoar María ivez[3].
Notennoù
kemmañ- ↑ “Su momento es la indecisa batalla de Toro. Unos y otros se atribuyeron el resultado victorioso de la jornada… Las cartas escritas por el soberano a las ciudades importantes se su Reino son un modelo de habilidad… Que portentosa descripción de la batalla! La nebulosa se convierte en luz, lo dudoso cobra perfiles de triunfo cierto. El político lograba los frutos de una victoria discutida”, el historiador Antonio Ballesteros Berreta- Fernando el Católico, el mejor Rey de España, Ejército, nr 16, p. 54-66, Ministerio del Ejército, Madrid, mayo 1941.
- ↑ “… en la … batalla de Toro, que, aunque de resultado incierto, Fernando, con habilidad, supo explotar propagandísticamente. ”en Juan BATISTA GONZÁLEZ- España Estratégica, guerra y diplomacia en la historia de España, Sílex ediciones, Madrid, 2007, p.222.
- ↑ Jesús Miguel Benítez, «Agustinas de Madrigal de las Altas Torres del siglo XIV al XVII», La clausura femenina en España: actas del simposium, 1 al 4 de septiembre de 2004, Real Centro Universitario Escorial-María Cristina, vol. 1, pp. 374 y 376-384.