Calatayud
kumun Bro-Spagn
Calatayud zo ur gêr hag ur gumun spagnol e Proviñs Zaragoza, en Aragon. War lez ar stêr Jalón emañ, e kornôg Aragon. An eil kêr vrasañ eo er broviñs goude ar gêr-benn, Zaragoza. Pennlec'h ur c'homark eo, anvet Comunidad de Calatayud.
E 2014 e oa 20 658 a dud o chom e Calatayud.
