Marc'harid Aostria
Marc'harid Aostria, pe Margarete von Österreich en alamaneg, zo anv meur a briñsez eus an Tiegezh Habsburg .
- Marc'harid Aostria, rouanez Bohemia, pe Margarete von Babenberg (war-dro 1204–1266), dugez Aostria ha Stiria, kenrouanez ar Romaned, kenrouanez Bohemia, dimezet da Herri II Sikilia da gentañ, da Ottokar II Bohemia da c'houde;
- Marc'harid Aostria (1395-1447), pried Herri XVI, Dug Bavaria;
- Marc'harid Aostria (1480-1530), merc'h da Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, gouarnerez an Izelvroioù evit he niz, an impalaer Karl V.
- Marc'harid Aostria (1522-1586), bastardez Karl V ha Johanna Maria van der Gheynst, gouarnerez an Izelvroioù spagnol (1559-1567) evit he hantervreur Fulup II (Spagn).
- Marc'harid Aostria (1536-1566), merc'h da Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel, impalaer roman german , ha da Anna Jagellon, rouanez Hungaria. Marvet dizimez ha divugel.
- Marc'harid Aostria (1584-1611), pe Marc'harid Aostria-Stiria, arc'hdugez Aostria, priñsez Stiria, merc'h da Karl II Aostria, dug Aostria-Izel, ha da Maria Anna Bavaria. Dimezet da Fulup III (Spagn), roue Spagn.
- Marc'harid Tereza Aostria (1651-1673), infantez Spagn, impalaerez santel, dimezet da Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel.
Poltredoù
kemmañ-
Marc'harid Parma (1522-1586), gant Antonio Moro
-
Marc'harid Tereza Aostria (1651-1673), poltred gant Diego Velázquez