Margarete von Babenberg

Margarete von Babenberg (1205–1266), pe Margareta von Österreich (en alamaneg), pe Markéta Babenberská (e tchekeg), pe Marc'harid Aostria (e brezhoneg), a oa ur briñsez eus Stiria, pried da Ottokar II Přemysl, roue Bohemia.

Margarete von Babenberg
Ur pennad Marc'harid Aostria zo ivez.

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Leopold VI Aostria (Babenberg) ha da Teodora Angelina, eus tiegezh impalaerel Bizantion. O merc'h henañ e oa, ha c'hoar e oa da Friedrich II Aostria, an diwezhañ dug eus an Tiegezh Babenberg a varvas divugel en 1246, ma savas bec'h diwar-benn an hêrezh.

Dimezioù

kemmañ

Div wech e timezas


Abalamour d'ar Privilegium Minus e c'hallas Ottokar goulenn dugelezhioù Aostria ha Stiria. Margarete e oa an tostañ hêrez d'an dug diwezhañ .

Diwezh he buhez

kemmañ

Margarete n'halle ket kaout bugale ha torret e voe hec'h eured gant Otakar en 1260. Addimeziñ a reas ar roue d'ur vaouez yaouankoc'h Cunigunda de Eslavonia. Chom a reas Margarete e Bohemia.

Mervel a reas e 1266 ha hi divugel.

War he lerc'h

kemmañ

Otakar a viras Aostria, Stiria, Carintia ha Carniola, o lavarout e oa pennhêr da Vargarete, en o emglev dizimeziñ. En 1276 avat e voent tennet digantañ gant ar roue Rodolf Iañ Habsburg .