Urzh Santiago zo un urzh marc'heien gatolik, e Spagn ha Portugal, krouet war-dro 1160, e Galiza, gant tud hag a felle dezho gwareziñ ar birc'hirined a gerzhe war-du Santiago de Compostela ha reiñ bod diogel dezho.

Kroaz Urzh Santiago


Poltred ur marc'heg eus Urzh Santiago, gant Anthonis Mor
Emboltred gant Diego Velázquez, en daolenn brudet Las Meninas (munud)

Treiñ a reas an urzh en ur benveg garedoniñ servijerien fealañ rouaned Spagn. Diego Velázquez, livour ar roue er XVIIvet kantved, ha Manuel Godoy, ministr e dibenn an XVIIIvet, a oa marc'heien Santiago.

En XIXvet kantved e voe staget madoù an urzh ouzh ar gurunenn.

Bev eo an urzh hiziv hogen n'eo netra nemet un urzh a enor ken.