Manuel Iañ Portugal
Manuel Iañ (Alcochete, 1469 — Lisboa, 1521) a oa Roue Portugal (1496-1521). Lesanvet e oa o Afortunado pe O Venturoso ("ar c'hlasker chañs").
Kenderv e oa d'ar roue João II ha pa varvas hennezh e pignas war an tron, e 1495.
Dimezioù ha bugale
kemmañTeir gwech e timezas.
- Da gentañ gant Izabel Kastilha hag Aragon, infantez Spagn (1470–1498), merc'h henañ Fernando II Aragon hag Izabel ar Gatolikez; ur bugel o doe:
- Goude, e 1500, gant e c'hoar-gaer, Maria Kastilha hag Aragon, infantez Spagn (1482-1517); dek bugel o doe:
- João, a voe roue Portugal (1502-1557)
- Isabel (1503-1539), a zimezas da Carlos Iañ Spagn, a voe mamm da Fulup II Spagn
- Beatriz Portugal, Dugez Savoia (1504-1538), dimezet da Charlez III Savoia, Dug Savoia
- Luís, Dug Beja (1506-1555), Konestabl ar Rouantelezh, Priol Urzh Sant Yann Jeruzalem, tad da António, prior do Crato
- Fernando, Dug Guarda (1507-1534), dimezet da Guiomar Coutinho, Kontez Marialva
- Afonso de Portugal, kardinal (1509-1540), arc'heskob Évora ha Lisboa.
- Maria (1511-1513)
- Henrique (1512-1580), kardinal, arc'heskob Braga, Évora ha Lisboa, Inkizitour meur, rejant, ha roue Portugal ;
- Duarte, Dug Guimarães (1515-1540), dimezet da Isabel de Bragança, tad-kuñv da João IV Portugal
- António de Portugal (1516); ne vevas nemet un nebeud deizioù.
- Da drede gant Leonor Aostria (1498-1558), infantez Spagn, c'hoar da Carlos Iañ Spagn, roue Spagn hag impalaer santel:
- Carlos de Portugal (1520-1521), marvet da ur bloaz
- Maria de Portugal (1521-1577), brudet he deskadurezh.