Maria Portugal (1521-1577)
- Ur bajenn disheñvelout Maria Portugal zo ivez.
Maria, Infantez Portugal (1521 - Lisboa, 10 a viz Ebrel 1577), 6vet Dugez Viseu, merc'h d'ar roue Manuel Iañ ha d'e drede pried Leonor Aostria.
Ur gaer a blac'h e oa a-hervez "bem revelada na brancura da sua pele e no azul celeste dos olhos" (anataet e gwennded he c'hroc'hen hag e glasded neñvel he daoulagad). Desket-kaer e oa ivez ha gwareziñ an arzoù a reas ivez, a drugarez d'ar binvidigezh vras legadet dezhi gant he mamm, e kreisteiz Bro-C'hall, goude hec'h eil eured d'ar roue gall Frañsez Iañ. Dont a reas da vout pinvidikañ plac'h Portugal, hag unan eus ar re binvidikañ en Europa. Meur a wech e voe kaoz eus dimeziñ anezhi, evit mad ar stad, kinniget e e voe zoken evel eil gwreg d'he niz ha kenderv Fulup II Spagn, met bep tro ez eas an taol da gazh dre ma enebas krenn.
Paeroniañ hag arc'hantañ an arzoù a reas adalek 1575,
Mervel a reas e Lisboa d'an 10 a viz Ebrel 1577. Beziet e voe war ar maez, e nev an templ a lakaas sevel.