Cathair Saidhbhín
Kêr Iwerzhon
Cathair Saidhbhín (saozneg: Cahersiveen) zo ur gêr e mervent Iwerzhon, e kontelezh Ciarraí, en Uíbh Ráthach, nepell diouzh Dairbhre.
1 294 annezad a oa o vevañ eno e 2006.
Un iliz katolik zo e kêr ha roet eo bet dezhi anv un den lik, Daniel O'Connell; ar wech nemeti en Iwerzhon. Emañ war ribl ar stêr Fertha. Ur c'hazarn kozh eus Constáblacht Ríoga na hÉireann (Polis Roueel Iwerzhon) a zo ivez e kêr. Deuet eo da vezañ ur mirdi bremañ hag a servij evit diskouezadegoù diwar-benn istor ar vro; an Old Barracks Heritage Centre eo anvet.
Tud dibar
kemmañ- Hugh O'Flaherty, beleg iwerzhonat ha stourmer a-enep an Nazied e Roma, douaret e Cathair Saidbhín.
Gevelliñ
kemmañ- Pleuwigner (Breizh) abaoe 1984
Kêrioù