Cathair Uí Mhóráin
Cathair Uí Mhóráin (saozneg: Blennerville) zo ur gêriadennig e kontelezh Ciarraí, e mervent Iwerzhon. Ur bannlev da dTrá Lí eo. Porzh Trá Lí e oa gwechall hag ur ganol a liamm c'hoazh Cathair Uí Mhóráin ouzh kêr-benn ar gontelezh. Ul lodenn eus ar gêriadenn zo e-barzh pastell-vro votiñ ti-kêr Trá Lí, 157 den oa o vevañ el lodenn-se e 2006. 554 den oa o vevañ el lodenn all eus ar gêriadenn e 2006, e diavaez harzoù kêr Trá Lí.
Ur vilin-avel a oa bet savet gant Sir Rowland Blennerhassett e 1800, met e 1846 e kouezhas en he foull. Adsavet eo bet e 1981 gant kuzul-kêr Trá Lí.
Kêrioù