1943 e Breizh
darvoudoù bloavezh 1943 e Breizh
Bloavezhioù : ../.. 1937 1938 1939 1940 1941 1942 - 1943 - 1944 1945 1946 1947 1948 1949 ../.. | |
Degadoù : 1920 1930 - Bloavezhioù 1940 - 1950 | 1960 | |
Kantvedoù : XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved Kronologiezh dre viz : Kronologiezh dre ranndirioù : Kronologiezh dre demoù : Marvioù : |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
- 1942 e Breizh - 1943 e Breizh - 1944 e Breizh
Darvoudoù
kemmañ- Kinnig a ra ar Comité Consultatif de Bretagne ur raktres statud emrenerezh evit Breizh da c'houarnamant Vichy.
- 29 a viz Genver: bombezet eo Montroulez gant ar Royal Air Force pa glaske distrujañ ar pont-meur, lazhet e voe 39 bugel hag o skolaerez er skol Itron-Varia Lourdez, ha 27 den nann-soudard all.
- 15 a viz Meurzh: da vare ma'z a kuit 74 den yaouank da Servij al Labour Ret e sav ur vanifestadeg vras e ti-gar Gwengamp.
- 23 a viz Mae : arvest kentañ gant Bodadeg ar Sonerion e porzh Breujoù Breizh, e Roazhon, gant ar c'hwec'h ezel kentañ Dorig Le Voyer, Efflam Kuven, Robert Marie, Ifig Hamon, René Tanguy ha Polig Monjarret.
- 15 a viz Gouere : digoradur ofisiel ar Skolaj Aogust Brizeug e Talbont, e-kichen Ploermael, gant prefed rannvro Roazhon Jean Quenette hag izili ar c'h-Comité Consultatif de Bretagne. Pal ar skol-hañv-se e oa stummañ kelennerien ar c'hentañ hag an eil derez war ar brezhoneg ha war istor ha douaroniezh Breizh.
- 4 a viz Gwengolo: lazhet eo Yann Bricler (kenderv da Olier Mordrel) gant ar Rezistañs e Kemper.
- 16 a viz Gwengolo: bombezadegoù gant nijerezioù B-17 eus ar 1st Bombardment Division (United States Army Air Forces) e Naoned, 1 100 den nann-soudard a voe lazhet ha 400 savadur a voe distrujet razh; 80 bombezenn e Sant-Ervlan, 35 bombezenn e Reudied, 185 bombezenn e Kerwall; bombezet nijva Kervegon ivez.
- 23 a viz Gwengolo: bombezet Naoned adarre gant ar 1st Bombardment Division: 46 den nann-soudard lazhet diouzh beure, ha tremen 200 d'abardaez.
- 11 a viz Du: sinet eo, etre Célestin Lainé hag ar c'horonal Hartmut Pulmer, kendivizad diazezañ ar Bretonische Waffenverband der Sicherheitsdienst, da lavaret eo ar Bezen Cadoudal.
- 1añ a viz Kerzu : Abel Bonnard, ministr an Deskadurezh e gouarnamant Vichy a grou un arnodenn vrezhonek diret evit sertifikad dibenn ar c'hentañ derez.
- 12 a viz Kerzu: lazhet eo an aotrou Yann-Vari Perrot gant ar Rezistañs e Skrigneg.
- 15 a viz Kerzu:
- obidoù Yann-Vari Perrot e Skrigneg;
- divizet gant he 33 ezel kentañ cheñch anv ar Bezen Cadoudal da vBezen Perrot.
Levrioù
kemmañ- Barzhonegoù gant Roparz Hemon,
- Dictionnaire breton français gant Roparz Hemon,
- En ur rambreal gant Yann-Vari Kerwerc'hez,
- Hervelina Geraouell gant Abeozen,
- Kleier Eured gant Roparz Hemon,
- Korf an den gant Pêr Denez,
- Le Vannetais unifié. Prononciation, grammaire et vocabulaire gant Roperzh ar Mason,
- Marvailhoù Loened gant Abeozen,
- Monuments historiques, Monuments naturels et Sites classés de Bretagne gant André Dézarrois (galleg),
- Traoniennoù ha kaniennoù-mor gant Lan Devenneg,
- Trema an heol o sevel gant Yann-Fañch Kaba.