Adrien de Carné, Adrien Ernest Michel Henri Anne de Carné-Carnavalet er marilhoù-kêr, ganet d'ar 5 a viz Kerzu 1854 e Brest ha marvet d'an 13 a viz Genver 1943, e Bourg-la-Reine, a oa un emsaver, ur skrivagner, ur barzh (gallek ha brezhonek), ur saver pezhioù-c'hoari hag un troer brezhonek. Degemeret e voe e Goursez Vreizh ha Barzh an Arvor e oa e anv-barzh. Prezidant Kevredigezh Vroadel Breizh e voe. Sinañ a rae gant e anv berraet, met an anv klok a zeue eus Kernevez ha Kerneveno(ù).

Mab e oa da Palaméde de Carné ha Félicité Chesnel, eus ur familh tudjentiled kozh a-walc'h. Graet en doa studioù war ar gwir.

Adalek 1914 e roas kentelioù brezhoneg bep yaou e ti an doktor René Le Fur, straed Vaneau e Pariz[1].

E-touez ar bommoù en e skridoù e c'haller derc'hel soñj eus hemañ :

Kenavo, beulke, diot, genaoueg, kenavo, anduilhenn gordennet.Tri-ugent mil lur (1932)

Pezhioù-c'hoari

kemmañ

Troidigezh

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992. Pennad : Carné-Carnavalet, Adrien Ernest Michel Henri Anne de

Notennoù ha daveennoù

kemmañ