Diazezoù ar sevel gwerzioù
Diazezoù ar sevel gwerzioù zo ul levr savet gant Frañsez Kervella hag embannet gant Al Liamm e 1965.
El lodenn "penaos stummañ ha penaos trollañ ar gwerzennoù" (pajenn 35) e ra anv eus mouezhiadennoù:
- eizh mouezhiadenn (pajenn 39)
- ar werzenn nav mouezhiadenn (pajenn 41)
- ar werzenn dek mouezhiadenn (pajenn 42)
- ar c'hehed unnek mouezhiadenn (pajenn 44)
- daouzek mouezhiadenn' (pajenn 45)
- Er rann-se e skriv: Un implij ledan-tre a zo bet graet eus ar c'hehed-se er c'hantved diwezhañ, da heul boaz gall an alexandrin moarvat. Ne ra ket an oberour gant ar brezhonekadur aleksandrin a vo kavet 47 vloaz goude, e 2012, e Geriadur Ménard.
- ar gwerzennoù trizek mouezhiadenn' (pajenn 46)
- ar werzenn pevarzek mouezhiadenn' (pajenn 47)
- gwerzennoù pemzek mouezhiadenn ha c'hwezek mouezhiad (pajenn 48)
Ster ar ger mouezhiadenn el levr n'eo ket hini Geriadur Al Liamm e 2014.