Paskal Tabuteau

Ganet eo Paskal Tabuteau, pe Pascal Tabuteau, e 1962 e Montmorillon (Poatev). Aet eo da is-ofiser e-barzh aerlu Bro-C'hall e 1981 goude bout bet o labourat tammoùigoù evel addreser kirri-tan. Kroget en deus da zeskiñ brezhoneg er bloavezhioù 1980 gant an hentenn Assimil ha gant sikour Skol an Emsav. Tapet en deus un Deug, un aotreegezh hag ur vestroniezh brezhoneg e 1995 e skol-veur Roazhon 2. Kapesianet eo bet e 1999 e brezhoneg hag e saozneg goude bout bet o labourat e Gwiana c'hall (Amerika ar Su). Adalek 2000 eo bet o kelenn e Ploue, Lannarstêr, Henbont, Pleuwigner ha Plunered, er Mor-Bihan. Den kar-e-vro, graet en deus e seizh gwellañ e korn-bro Ploue evit delc'hen ar brezhoneg en e blomm e-mesk ar re yaouank.
Bremañ eo enseller evit ar brezhoneg e su Penn-ar-Bed hag er Mor-Bihan.
Skridoù
Skrivet en deus barzhonegoù, danevelloù, studiadennoù ha pennadoù kazetennerezh e-barzh Al Liamm, Brud Nevez, Klask, Bremañ. Lakaet en deus e brezhoneg istor ha beajoù Sant Brendan (Emgleo Breiz - 2005). Lakaet en deus ivez e brezhoneg enklotennet skrid " La Chanson d'Aiquin" a zo chomet diembann betek-henn.