La Chanson d'Aiquin

Le roman d'Aquin, ou La conqeste de la Bretaigne par le Roy Charlemaigne, anavezet dre an anv La Chanson d'Aiquin, zo anv ur werz-veur c'hallek a zo bet kavet e dismantroù manati Sezambr, a-dal da Sant-Malo, a voe bombezet ha distrujet gant ar Saozon e 1693.
Ar c'hoshañ barzhoneg c'hallek e lennegezh Breizh eo, bet savet en XIIvet kantved hag unan eus oberennoù meur ar Grennamzer.

Un eilskrid bet fardet er XVvet kantved eo an dornskrid a zo bet kavet e Sezambr (niv. 2233 er BnF), ennañ 3 087 gwerzenn skrivet war 56 follenn ; unnek gwerzenn hepken zo war an hini ziwezhañ, hep meneg pe arouez ebet eus dibenn ar skrid.

Danvez

kemmañ

Aiquin, ur roue viking a zo Inconus e gwirionez, a zeu da aloubiñ Breizh. Ysoré, arc'heskob Dol (Wicohen e gwirionez)[1], a vod tro-dro dezhañ an aotrouien vrezhon hag a venn stourm evit frankiz Breizh.
Dizale ez erru Karl Veur gant e lu da skoazellañ ar Vretoned en ur brezel taer evit adperc'hennañ o bro, eus Aled da Zinarzh, eus Sezambr da Vrest hag eus Karaez da Venez C'homm.
Nesmes, dug Breizh (Nevenoe) a red ivez war-lerc'h ar Vikinged a-dreuz Arvorig.
Sant Kaourintin, bet skarzhet eus e beniti, a zegas d'an arme gristen an titouroù rekis evit gounit an emgann diwezhañ.

Gwerzennoù 1-34

Karl Veur a ziviz skoazellañ ar Vretoned. Gant e lu e loc'h eus Enez-Frañs hag e tremen tre e Normandi ; un arsav a ra en Avranches hag e ro ur prof da abati Menez Mikael ar Mor.

35-164

Erru e Dol e kej Karl Veur ouzh Ysoré hag an aotrouien vrezhon. An eskob a c'houlenn sikour digant ar roue enep Aiquin hag en deus staliet e lez en Aled a-raok aloubiñ Breizh ha bro ar Franked. A-du gant ar Vretoned e sav Karl Veur.

165-434

Diwar intrudu Ysoré e kas Karl Veur pevar c'hannad davet Aiquin : ra vo badezet ar Viking, anez e vo brezel. Nac'hañ a ra Aiquin, ha kadarnaat e vennozh da aloubiñ an div vro. Kuitaat ar palez a ra ar gannaded en ur lazhañ pep a Viking. War o lerc'h e red gwazed Aiquin, met a-drugarez d'ur burzhud a-berzh Doue e c'hall ar gannaded distreiñ da gamp Karl Veur.

435-848

War ali Nesmes e tiviz Karl Veur lakaat seziz war Aled, met setu erru rederien ar gannaded er c'hamp ; an holl war-bouez unan zo lazhet gant ar Franked. Diouzhtu e kas Aiquin an enepstourm. Pa nac'h adarre bezañ kristenaet e krog seziz Aled. Tri c'hant Frank zo prizoniet gant ar Vikinged en deiz kentañ, daou vil Viking gant ar Franked. Antronoz eo gloazet niz Aiquin gant ur Brezhon hag Aiquin a chom en Aled.

849-926

Goude an emgann e kont Hoes kozh istor e wreg, a oa mennet da lakaat sevel un hent a Garaez da Bariz pa welas ur voualc'h varv ; pa gomprenas ar goullo eus a oberoù mab-den e tilezas he raktres. Intañv eo Hoes abaoe tost da gant vloaz, ha ne fell ket dezhañ addimeziñ rak ne c'hall ket ur c'hozhiad bezañ karet gant ur vaouez yaouank. A-du gantañ e sav ar Franked.

927-1055

En Aled e tou Aiquin e lakaio Karl Veur da zianzav e relijion dindan boan a varv. Daeet eo gant an impalaer, hag e-kerzh an duvell e kouezh an daou stourmer war an douar. War-nes bezañ prizoniet emañ Karl Veur ; saveteet eo gant e varc'heien kaset gant Nesmes. Distreiñ da Aled a ra Aiquin. Broudet gant e wreg e kas un eil enepstourm. Pevar c'hant Frank zo lazhet, ha gloazet meur a benn-bras. Semplañ a ra Karl Veur diwar boan, met goude bezañ bet frealzet gant Nesmes e kas e lu war-lerc'h ar Vikinged, a dec'h kuit ; ha distro Aiquin da Aled ur wech c'hoazh. Eno e lavar d'e wreg e tegaso roue ar Franked dezhi, bev pe varv.

1056-1070

Da noz e tistro ar Franked d'an dachenn-emgann evit beziañ o c'hamaladed varv. Karl Veur a laka sevel un iliz gouestlet da sant Stefan.

1071-1179

Da c'hortoz donedigezh soudarded fresk e treuzkas Karl Veur e gamp da Gastell-Maloù[2], nepell diouzh al lec'h ma kostezas Maloù ; istor buhez ar sant.

1180-1250

Ysoré a laka sevel un iliz d'ar Werc'hez Vari kent lakaat seziz war Dinarzh abalamour ma oa bet lazhet unan eus e soudarded gant ar Vikinged. War-nes kodianañ gant an eskob emañ an alouberien.

1251-1354

Ar penn viking hag a zalc'h Dinarzh a vroud e wazed da zistreiñ d'an emgann. Buan avat e voe tangwallet ar wikadell gant ar Franked a-drugarez d'o zan gresian. Treuziñ ar Renk a ra ar Vikinged, Ysoré war o lerc'h, ha kavout goudor en Aled.

1355-1370

Taget Aled gant Karl Veur adarre, e-pad tri devezh. Kalz kristenien zo lazhet, ha paket tri c'hant Frank gant ar Vikinged.

1371-1417

Emañ ul lestraz viking o tont da zegas pourvezioù da Aiquin ; paket eo gant Ysoré, a zarnaou ar preizh etre e soudarded.

1418-1454

Evit na c'hellfe ket Aiquin tec'hel kuit eus Aled ez a Nesmes d'en em staliañ war Enez Sezambr gant e vignon Fagon.

1455-1857

Taget Sezambr gant arme Aiquin da serr-noz, ha drouklazhet ar rannarme gristen ; gloazet garv eo Nesmes, met gant skoazell Fagon e teu a-benn da dizhout an douar bras. Tra ma chom Nesmes war an aod ez a Fagon da gelaouiñ Karl Veur ; hemañ a erru war an aod dik a-raok ma vefe beuzet dug Breizh.

1858-2028

Taget Aled gant Karl Veur adarre, met buan e rank kilañ. Chom a ra war an aod, ma laka sevel ur chapel da sant Servan ; er chapel e laka ur groaz ne c'hallo den falsleañ dirazi hep na vefe gwallerru gantañ pe ganti.

2029-2209

War ali ur marc'heg kozh, ar Franked a ampoezon an andon nemeti a gas dour da Aled. Buan e c'houzañv ar Vikinged diwar sec'hed ha naon. Tec'hel kuit a ra Aiquin dre vor davit sikour ; aochañ a ra betek Beg Lokmazhe, chom e Brest e-pad un nozvezh kent mont da Garaez ma laka kreñvaat ar mogerioù-difenn. Tregont mil Viking a zeu eus Naoned d'e skoazellañ.

2210-2372

Kodianañ gant Karl Veur a ra ar Vikinged a zo chomet en Aled, hag asantiñ d'ar badeziant. Divac'het eo ar brizonidi frank, ha Karl Veur a laka sevel ur gouent ma lid Ysoré un oferenn kent bezañ lakaet e penn kêr.

2374-2618

Gant Karl Veur ez a Nesmes da lakaat seziz war ur gêr anvet Gardoyne [3]. Petrak bennak ma'z int bountet kuit gant ar Vikinged e teu ar gristenien a-benn da dizhout troad ar voger-zifenn. Ar penn viking a glask lakaat truaj warno, met ne oar ket emañ Aled e dalc'h ar Franked. Adlañset an emgann eta, ha pan erru Karl Veur gant e soudarded ez a ar Vikinged da glask goudor e kêr ; gloazet eo roue ar Franked, ha war-nes bezañ prizoniet.

2619-2712

Dre bediñ e c'houlenn Karl Veur digant Doue distrujañ Gardoyne. Diouzhtu e tarzh ur barrad arnev spontus, ha liñvet eo kêr. Un nebeud kristenien zo beuzet. Goude ur bedadenn gant Ysoré e paouez ar barrad.

2713-2763

Donedigezh ur rannarme bet kaset gant ar pab.

2764-2837

Hag eñ gloazet e tiviz Karl Veur mont da lakaat seziz war kêr Garaez m'emañ Aiquin. Gant o roue lakaet en ur c'harr e treuz ar Franked ar Renk hag ez eont war-du ar Su dre Gersaout, ma tapont kalz prizonidi.

2838-2912

Un emgann meur zo e Karaez ; trec'het eo Aiquin gant Nesmes, met a-drugarez d'e wazed n'eo ket lazhet ar roue viking.

2913-2969

Techel kuit gant e wreg a ra Aiquin. Redek war e lerc'h a ra Nesmes, ha pakañ ar rouanez viking kent he c'has dirak Karl Veur ; asantiñ a ra-hi d'ar badeziant.

2970-3023

Aiquin a gav repu en ur c'hastell war Menez C'homm. Eno en em gav sezizet gant ar Franked, a zo erru dre Goad Neved e Kerlaz ; ar Vikinged a glask kuitaat ar c'hastell, en aner avat met lazhet eo kannad ar pab en emgann. Evit e zialañ e laka Karl Veur tangwall er c'hreñvelc'h.

3024-3074

Dont a ra Aiquin a-benn da dec'hel kuit dre vor, ha pan erru e peniti Kaourintin e c'hall an danvez sant achap kuit a-drugarez Doue. Dizale e kav Kaourintin an armead Franked hag en o c'has betek al lec'h m'emañ an enebourien.

3075-3087

Un emgann all zo. Duvelliñ a ra Nesmes hag ar Viking Aliafin — (amañ ez echu an dornskrid 2233).

Oad ar werz-veur

kemmañ

Koshoc'h a-galz eget an dornskrid a zo deuet betek ennomp eo La Chanson d'Aiquin ; kenemglev zo etre ar grennamzerourien evit lavarout e oa bet aozet a-raok dibenn an XIIvet kantved, un tri c'hant bloaz goude an darvoudoù. Meur a elfenn a harp kement-se :

Levrlennadur

kemmañ
  • JOÜON DES LANGRAIS, Fréféric : Le roman d'Aquin, ou La conquête de la Bretaigne par le Roy Charlemaigne : chanson de geste du XIIe siècle, Société des Bibliophiles bretons, Naoned, 1880 – En-linenn
  • JACQUES, Francis : Aiquin ou la Conquête de la Bretagne par le roi Charlemagne - Edition du manuscrit 2233 de la B.N.F – Université de Provence, 1979 (ISBN 978-2-901104-07-0)
  • La Chanson d'Aiquin – Traduction et présentation de Jean-Claude Lozac'hmeur et Maud Ovazza – Éditions Jean Picollec, 1985 (ISBN 978-2-86477-064-0) – Embannet gant skoazell Skol-Uhel ar Vro.
  • LENOIR, Nicolas : Étude sur la Chanson d'Aiquin ou La conquête de la Bretagne par le roi Charlemagne, Honoré Champion, 2009 (ISBN 978-2-7453-1772-8)

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Gwelout ar pennad Konan Iañ.
  2. Ur c'harter e Sant-Maloù hiziv.
  3. A vije Sant-Suliav ; gwelout Enceinte médiévale dite "L'Huitrière".
  4. Tretouz estoint o le bon Ysoré, / Ly arcevesque de Doul l'arcevesché 765-66 ; Quant fut logé l'emperiere sené, / Donc se logea l'arcevesque Ysoré 1180-81 ; Quar moult les griesve l'arcevesque Ysoré 1249.
  5. Et de Dolas quens Morin le Breton 84.
  6. Et sy y est de Mont Releys Hamon 81 ; Hamon y est qui est de grant beaulté / De Mourellés est sere et avoué 755-56.
  7. Da skouer : la gent haye ("an noueañs kasaet") 561 ; la chenaille ("ar bagad chas") 729 ; les traïstre(s) mâtin(s) ("ar chas trubard") 3037, 3040.