Moualc'h

pajenn disheñvelout Wikimedia
Mouilc'hi

Ur voualc'h zu
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Turdidae
Genad : Turdus
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar mouilc'hi a zo evned krenn o ment, renket er genad Turdus, asambles gant driski 'zo. Ar voualc'h zu eo an hini voutinañ e Breizh.

Diouzh an evnoniourien emañ ar mouilc'hi er c'herentiad Muscicapidae (gwechall) pe Turdidae (bremañ).

Spesadoù

kemmañ

E-touez ar spesadoù mouilc'hi emañ:

...

Lennegezh

kemmañ
  • Moualc'h Cilgwri ('Mwyalch Gilgwri' e kembraeg), meneget er Mabinogi, en danevell Culhwch ac Olwen, zo unan eus koshañ loened zo er bed, ha goulennataet eo gant Cei, Gwrhyr Gwalstawd Ieithoedd, Bedwyr hag Eidoel a zo o klask gouzout pelec'h emañ Mabon.


Sellit ouzh ar ger moualc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.