Menez C'homm

menez e Penn-ar-Bed

Menez C'homm a zo un dorgenn, 330 m hec'h uhelded, hag a zo e kornaoueg Breizh. Penn pellañ ar Menez Du eo.
Rannet eo etre kumunioù Dineol, Ploudiern ha Sant-Vig dreist-holl.
Teir uhelenn a zo gant ar menez:

  • ar Yed a vez graet eus an hini uhelañ (330 m),
  • ar Yelc'h eus an eil (298 m)
  • ar Minig (248 m).
Menez C'homm er pelloù, ha Bae Douarnenez.

Orin an anv

kemmañ

Dont a ra anv ar menez eus e stumm moarvat, ar ger komm, hag a gaver alies el lec'hanvadurezh keltiek, hag a dalvez ur seurt kib etre daou venez (keñveriañ gant anv Kommanna da skouer). Evit Menez C'homm eo an tamm dinaou a weler etre an daou veg uhelañ.
Ouzh harz ar menez e kaver ar stumm digemm en anv ar gêriadenn Kergoad-Komm.

Anavezet e oa gant merdeerien an Henamzer dre an anv latin Mons occidentalis p'eo un mell arouez-aod. Hervez tud 'zo, evel Léon Fleuriot, e c'hallfe bezañ ivez ar Cruc Ochidient meneget gant Nennius (Historia Brittonum , rann 27) hag a ro bevennoù an dachenn roet d'ar Vrezhoned kentañ er pezh a zeuy da vezañ Breizh diwezhatoc'h:
« ... multas regiones a stagno quod est super verticem montis Jovis usque ad civitatem quae vocatur Cant Guic, et usque ad cumulum occidentalem, id est Cruc Ochidient » (...meur a rann-vro etre ar poull a gaver e beg menez Jovis, betek ar gêr a zo anvet Cant Guic, ha betek beg ar menez er c'huzh-heol a zo Cruc Ochidient) (taolit pled eus ar ger cumulum a seblant degas da soñj ar ger komm).

Meurvein a oa war ar menez gwechall, kalzik a zo bet distrujet e-kerzh ar brezel bed diwezhañ. Chom a ra c'hoazh taol-vaen Menez Lie.
War-du ar Su e kaver ur chapel savet er XVIvet kantved gouestlet da Itron-Varia Menez-C'homm el lec'h ma veze foarioù e kroaz an hentoù Kraozon-Karaez ha Brest-Kemper. Pelloc'h, e su ar menez, e kaver ivez al lec'h ma oa sañset peniti sant Kaourintin e parrez Ploudiern. Aze, e kêriadenn Leskobed, ez eus ur chapel vodern en anv ar sant.
E tu ar gevred, e Sant-Vig, e kaver ur chapel anvet sant Kom, dre heñvelebiezh gant anv ar menez hep mar.

Ouzh tor ar menez, eus tu ar reter, ez eus ur bern mein hag a vije, hervez ar vojenn, bez ar Roue Marc'h.

Touristerezh

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Treuzet eo Menez C'homm gant ar GR 37.