Emgann Kergidu (romant)

levr gant Lan Inisan
  • Ur pennad diwar-benn ur romant eo hemañ. Ur pennad all zo diwar-benn an emgann c'hoarvezet e Kergidu. Sellit ouzh Emgann Kergidu.

Emgann Kergidu ha traoù all c'hoarvezet e Breizh-Izel e-pad Dispac'h 1793 zo anv ur romant skrivet e brezhoneg gant Lan Inizan e dibenn an XIXvet kantved. Kontet eo da vezañ ar c'hentañ romant brezhonek.

Embannadur 1878

Abaoe ma voe kavet ur romant koshoc'h diembann, Kastell Keryann Koadanskourr, e lavarer eo ar c'hentañ romant embannet e brezhoneg.

Embannadurioù

kemmañ

Kentañ gwech ma voe embannet Embannet e voe e ti Lefournier, e Brest, dre ziv lodenn, al lodenn gentañ e 1877 hag an eil e 1878.

Adembannet eo bet e peurunvan, dre ziv levrenn bepred, gant Al Liamm e 1977.

Nav fennad warn-ugent zo en holl : c'hwezek pennad a ya d'ober al levrenn gentañ, tra ma'z a trizek pennad hepken d'ober an eil levrenn.

Levrenn gentañ
Eil levrenn
  1. Kastel-Paol ha Landreger
  2. Ar skrab e kouent Sant-Aubin
  3. Runveuzit e parrez Ploumagoar
  4. Plouaret ha Perros-Guiriek
  5. Loull ar Bouc'h, persoun intru Plouaret
  6. Loull ar Bouc'h e kraou ar moc'h. He varo e Bourbriak
  7. Santez Berc'hed e Sant-Thegonnek
  8. Gouel MIRABEAU e kear Lesneven
  9. Konk-Leon
  10. Lokournan ha Porspoder
  11. Plougerne
  12. Plougouloum, Sibiril, Kleder, Plouescat, Guinevez, Trelez
  13. An tenna d'ar zort e Plabennec hag e Kastel
  14. Kergidu
  15. E-pad an emgann
  16. Goude an emgann
  1. Trelaouenan. — Koajou Kermenguy
  2. Keraouell
  3. Maner-al-Liorzou
  4. Lanzeon
  5. Trefalegen e Lanhouarne
  6. Tour Berven
  7. Taole — Paolik ar Sant
  8. Penn-an-Neac'h, e Plouenan — An Aoutrou Gall — An Aoutrou Coarigou
  9. Ar zoudard Fabian Croy
  10. An Aoutrou Branellec — An Itroun Le Guen
  11. Anna ar Zant
  12. Kere Pont-Eoun
  13. An Dour-Du ha Plougasnou

Ar romant

kemmañ

Kontet eo ennañ troioù Yann Pennhorzh a gemeras perzh en emgann Kergidu, e Plougouloum, nepell diouzh Kastell-Paol, e 1793, a-enep soudarded ar Republik, renet gant ar jeneral Jean Baptiste Camille de Canclaux.

Prezegennoù hir diwar-benn ar relijion zo el levr, e brezhoneg yac'h avat, hag un oberenn a bouez eo evit studi ar yezh koulz ha hini an istor hag ar gevredigezh. E 2015 e oa c'hoazh da vezañ studiet e programm an testeni CAPES[1] Brezhoneg [2], hogen ne oa mui Emgann Kergidu er programm e 2021[3].

Setu ur skouer ma c'heller gwelet liv anat ar relijion gant an oberenn met war ar mesmes tro liv ur brezhoneg a-zoare :

N'eus forz, ne ket kals nec'het gant kement-se, rak ar pez a rank da ober herrio a ranke da ober deac'h :

Eur belek katolik a zo eun evn guenn ervad ;
Herrio 'ma el lannek, varc'hoaz e vo er c'hoad ;
Disul enn eun neiz pick, dilun enn eun neiz bran,
Hag el leac'h ma tebr lein ne zebr nep tro he goan.

Levrenn I, pevare pennad (p. 79 en embannadur Al Liamm, 1977)

Mennozhioù an aozer

kemmañ

An oberenn Emgann Kergidu, ouzhpenn bezañ ul levr a gont ul lodenn eus Istor Breizh, zo dreist-holl un digarez evit Lan Inizan da brezegenniñ ha da glask kenteliañ hervez e soñj tud e amzer awenet dre un istor dammwir. Evit an aozer ez eo daouhanteret ar gevredigezh en amzer an Dispac'h gall e Breizh : en un tu an dud a vat a-enep ar Republik, a-du gant ar roue gall ha gant ar relijion, hag en tu all an dud a fall a sav a-du gant ar Republik laik. Pe gwenn pe du ez eo ar bed, ha n'eus ket tud a vez kavet en entremar pe diseblant dirak an darvoudoù.

Disi dre ret eo an tudennoù a zo a-du gant savboent an aozer : kalonek int, tost d'o familh, leal da Zoue hag eeun en o buhez, doujus e-keñver an noblañsoù hag ar binvidien, peogwir e vez difennet ha maget an dud vunut gant ar re-se. Tud an arvor ha tud war ar maez int dreist-holl, n'eus ket anv vourc'hizion.

An dud a-enep mennozhioù an Aozour a zo dre ret bernioù sioù anezho : trubarded, mezvierien, laeron, lezireien, feuls ha difeiz. Hervez an aozour ez int evel dislonket gant an Ifern ha gant an Diaoul.

C'houi, paotred iaouank an amzer zo breman, hoc'h euz kement a skiant var ho meno abalamour m'eo touz ho penn, abalamour ma ouzoc'h mont aliesoc'h d'ar c'hafeou eget da gofez, daoust ha c'houi o piche great guell eget na rea an dud iaouank euz va amzer-me, ne c'houient, an darnvuian, na skriva na lenn ?

Levrenn I, pevare pennad (p. 71 en embannadur Al Liamm, 1977)

A veac'h eur stereden en em zispak eur veach enn amzer evit diskouez e peleac'h eman ti an Aoutrou Doue.

Levrenn I, pevare pennad (p. 75 en embannadur Al Liamm, 1977)

Ploumanac'hiz koz a c'houie selaou ho beleien, heuilla lezen Doue ha beza tud vad, leal hag eeun. Ar re zo brema siouaz ! o deuz chenchet giz.

Levrenn I, pevare pennad (p. 76 en embannadur Al Liamm, 1977)

Embannet e voe Emgann Kergidu evit ar wech kentañ d'ur mare a drubuilh da-geñver lec'h an Iliz er gevredigezh c'hall. Lan Inizan a implijas e zonezon a gonter evit klask broudañ pobl Breizh-Izel, ar gouerien dreist-holl, d'en em sevel enep ar Republik c'hall ha da zifenn Breizh hag an Iliz. Dre hanterouriezh an haroz Yann Pennhorzh e reas kement-se.

Adkavout a reer ivez buhez ar skrivagner hag e savboentoù personel e-maez ar politikerezh hag ar relijion dre meur a wech en oberenn, na pa gomz diabeg eus ar Brusianed en oberenn, pe pa sav ar gaoz war vicherourien kêr, a vefe mezvierien daonet ha lezireien ken daonet all.

E galleg

kemmañ
  • La bataille de Kerguidu et autres événements survenus en Basse-Bretagne pendant la Révolution, troet gant Yves Le Berre, embannet gant an Éditions Robert Laffont e Pariz, e 1977[4]

Levrlennadur

kemmañ
  • Rafael Urien, "Emgann Kergidu : eus al Lennegezh d'an Istor", Aber 22 (Goañv 2005), p. 514-556

Awenet gant Emgann Kergidu

kemmañ

Un abadenn skinwel zo bet e 2013 ; ur varzhoneg zo bet savet gant Bernez Tangi ha kanet gant Brieg Guervenno.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Certificat d'Aptitude au Professorat de l'Enseignement Secondaire ; miret eo bet an teskanv gallek gant Ofis Publik ar Brezhoneg.
  2. (fr) Programm CAPES 2015. Kavet : 02/10/2022.
  3. (fr) Programm CAPES 2021. Kavet : 02/10/2022.
  4. (fr) Inisan, Lan, prêtre de Plounévez-Lochrist. La bataille de Kerguidu, et autres évènements survenus en Basse-Bretagne pendant la Révolution de 1793. Traduction du breton, présentation et notes de Yves Le Berre, préface de F. Falc' hun, professeur de celtique. Paris : Robert Laffont, 1977.