Paotr Treoure a oa anv-pluenn Augustin Konk, beleg a Vro-Leon, brudet ivez evel An aotrou Konk.

Anv-pluenn kemmañ

Dindan meur a stumm e kaver e anv-pluenn : Paotr Treoure[1], Paotr-Tréouré[2], Potr Treoure[3]… Hervez katalog Levraoueg broadel Bro-C'hall ez eo Paotr Treoure ar stumm etrebroadel[4].

E vuhez kemmañ

D'ar 16 a viz Here 1874 e voe ganet Augustin Konk e Treoure, e parrez Plougin. E skolaj Lesneven e reas e studi kent bezañ beleget e 1898. Kure e voe e Kastell-Paol, person e Lokenole goude-se ; e 1930 e voe person e Plouneour-Traezh, ma chomas betek e varv d'ar 26 a viz Kerzu 1952 e Kastell-Paol.

Er skolioù katolik e veze lakaet ar vugale da zeskiñ e vojennoù dre an eñvor, evel ma veze desket Fablennoù Jean de la Fontaine e galleg.

E 2021 ez eus bet embannet ur bladenn gant TES, enni darn eus e vojennoù, asambles gant re all, troet e brezhoneg diwar fablennoù La Fontaine gant meur a aozer ha lennet gant meur a vouezh (Mari Kermareg, Loeiza Beauvir, David ar Gall...)[5].

Oberennoù kemmañ

Kanaouennoù kemmañ

Un toullad kanaouennoù zo bet savet gantañ[6], war tonioù eus Bro-Skos, Kembre, Kernev-Veur, SUA ; re all kempennet hepken. En o zouez :

  • Gwir Vretoned, war ton Seziz Gwengamp, e Barzhaz Breizh, bet brudet bras ;
  • Marijanig Lagadbran, dastumet ha kempennet gantañ (hep ma oufed resis diwar beseurt danvez), kanet en ur bern skolioù Diwan ;
  • Mari Vastrouilh, savet gantañ war un ton eus SUA ;
  • Va zi bihan, diwar ur ganaouenn eus Kembre, bet enrollet gant Eliane Pronost ;
  • Luskell va bag, diwar ur c'han a Vro-Skos, The Skye boat song ;
  • Good onions, very cheap, diwar-benn ar Jonied ;
  • Ar bloaz nevez, diwar un ton eus Kembre ;
  • Yannig an difouper neiziou, war don gavotenn an Aven (ha hini ar ganaouenn Matilin an Dall), savet pe gempennet.

Levrlennadur kemmañ

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Kroaz Breiz, niv. 20, 1949 (taolenn p. 1, fin ar pennad p. 9).
  2. Barzaz ha Soniou evit ar vugale.
  3. Mojennou ha soniou. Ha Paotr Treoure er rakskrid, koulskdoude, diwar pluenn Frañsez Falc'hun.
  4. Pajenn Paotr Treoure.
  5. Fablennoù La Fontaine.
  6. Ur roll anezho a gaver amañ.