Éliane Pronost

(Adkaset eus Eliane Pronost)

Éliane Pronost, lesanvet « kanerez he mouezh c’hlan » a Vro-Leon, a oa ur ganerez vrudet en ilizoù ha chapelioù Breizh etre fin ar bloavezhioù 1950 ha penn-kentañ an XXIvet kantved. Ganet e oa bet e Goulc'hen e 1933. Marvet eo e miz Mezheven 2007.

Brudet e voe he mouezh arvoud[1] hag ivez he brezhoneg mat, distaget ha pouezmouezhiet a-zoare.
Plijout a rae dezhi kanañ kantikoù, kanaouennoù pobl hag ivez kanaouennoù nevez pe troet diwar ar yezhoù keltiek, iwerzhoneg ha kembraeg.

Deuet e oa da chom da Lesneven ur miz goude he ganedigezh. Deskiñ a reas kanañ e laz-kanañ Lesneven. He zad a oa tik gant ar c'hanañ. Taolet e voe pled eus he mouezh e kenstrivadegoù ar Bleun-Brug pa oa yaouank.
Studiañ a reas da vezañ klañvdiourez ha kavout a reas labour war he micher en ur rann bredvezekniezh ar vugale. Goude un nebeud bloavezhioù e Roazhon e tistroas e 1957 da C’houlven da vevañ. Dimeziñ a reas e 1959 ha chom a reas er gêr da zesevel he fevar bugel, div blac’h ha daou baotr. Nav bugel-bihan a zo ganet dezho ha setu-hi mamm-gozh.

E penn-kentañ ar bloavezhioù '50,e voe krouet gant Youenn Gwernig, Suzig Gwernig, Glenmor, Pierre-Yves Moign hag Éliane Pronost ar strollad "Breiz a gan". Un hanter-kant abadenn bennak a voe ganto.

Enrollañ a reas he fladennoù kentañ en ti-embann pladennoù Mouez Breiz. Kregiñ a reas da vezañ brudet pa gemeras perzh e laz-kanañ Leon a oa renet gant ur beleg anvet Roger Abjean a zeuas, eñ ivez, da vezañ brudet-kaer en abeg d’e aozañ ar c’han hag ar sonerezh. O lakaat Éliane Pronost e-kreiz pevar c’haner Pevarad Leon (Quatuor du Léon), bet krouet e 1973 gant Roger Abjean, e teuas brud dezhi ouzhpenn. Un tri-ugent pladenn bennak a savjont asambles. Strollet e voe an enrolladennoù-se en un dastumad daouzek pladenn-arc’hant. Un tregont abadenn bennak a reas ar pempad bep bloaz betek 2005.

Goude he marv ez eus bet anvet ur sal en hec’h enor e-barzh kreizenn Armorika e Plougerne.

Pladennoù

kemmañ
  • Éliane Pronost / Roger Abjean, An hunvreou kaer, Mouez Breiz – 45138, 45-tro.
  • Éliane Pronost, Ar gwiniz gwenn, Mouez Breiz 4538, 33-zro.
  • Éliane Pronost / Roger Abjean / Kanerien Leon, Bro Goz ma Zadou, Iroise LPF 1716
  • Éliane Pronost/ Quatuor Vocal du Léon, Cantiques et Noëls Bretons, CD, Keltia 3353573037520
  • Éliane Pronost, Éliane Pronost chante la gwerz de Penmarc’h, Mouez Breiz, 30.365, 1971, 33-zro.
  • Éliane Pronost & le Quatuor Vocal du Leon, Chants du vieux monde, Bretagne, Irlande et Pays de Galles, Roger Abjean, Mouez Breiz, 30, 1974, 33-zro
  • Éliane Pronost, Gwerz de Penmarc'h, Keltia, CD/label, 3353573036523
  • Éliane Pronost / Gérard Pondaven, Jezuz kroedur, Mouez Breiz - 4537, 45-tro
  • Éliane Pronost, Kenavo deoc'h, Mouez Breiz 4517, 45-tro
  • Éliane Pronost / Gérard Pondaven, Kousk, Breiz-Izel, Mouez Breiz - 4556, 45-tro
  • Éliane Pronost / Gérard Pondaven, Kousk, va lellig, Mouez Breiz - 4556, 45-tro
  • Éliane Pronost / Anne Auffret, Locronan. chants de Bretagne pour une Tromenie, Studio 22 N° 2221, 33-tro
  • Éliane Pronost / Armand Canfora, Ma Bretagne, Pathé - EA 386, Matilin, 45-tro
  • Éliane Pronost / Loïc le Griguer, Me zo ganet e-kreiz ar mor, Mouez Breiz - 4568, 45-tro
  • Éliane Pronost, Mélodies avec harpes et cantiques avec orgue, Mouez Breiz - 30376, 33-tro
  • Éliane Pronost et le quatuor vocal du Léon, Musiques et chansons du vieux monde, vol. 3 (lp + copie cd), C.S.M. - N°47, 33-tro
  • Éliane Pronost, Noz vad dousig, Mouez Breiz 45139, 45-tro
  • Éliane Pronost, Rouanez an Arvor, Mouez Breiz - 45 127, 45-tro
  • Éliane Pronost et le trio vocal, Mouez Breiz - 3348 - France - ? - original occasion 33-tro
  • Éliane Pronost / Roger Abjean, Son ha Koroll Vol. 2, csm - csm 43 - 1978, 33-tro
  • Éliane Pronost, Sonit bombard sonit biniou, Bleuniou o tremen, Sav Breiz-Izel, En tu-all d'ar mor don, Mouez Breiz 4518, 1956 - 45-tro
  • Éliane Pronost, Ar gwiniz gwenn / Diougan Gwenc'hlan / Va zi bihan / Ar mab, Mouez Breiz 4538,
  • Éliane Pronost / Roger Abjean, Luskell va bag, Mouez Breiz - 30.365

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Pêrig Herbert ha Jil ewan, Geriadur bihan ar sonerezh, Hor Yezh, 1990 ISSN 0769-0088, p. 14 (Arvoud) ha 102 (Contralto).