Ar vran hag al louarn

Ar vran hag al louarn zo anv brezhonek ur fablenn meur a stumm dezhi.

Ar vran hag al louarn
Taolennet gant Léon Rousseau

Dont a ra ar fablenn eus ur vojenn henc'hresianek savet e komz-plaen gant Aisopos en Henamzer, war-dro ar VIIvet kantved kt JK hag ar VIvet kantved kt JK. Aisopos eo tad ar fablennoù en hengoun lennegel Europa.

War e lerc'h e voe lakaet Ar vran hag al louarn, ha meur a fablenn all, e gwerzennoù latin gant Phaedrus (10 kent JK - war-dro 54 goude JK).

Ne voe ket peurankouaet er Grennamzer pa weler er Roman de Renart ar vran Tiecelin, he devoa laeret ur fourmaj digant ur gozhiadez, o leuskel he zamm da vont gant al louarn[1].

E 1647 e voe embannet un droidigezh c'hallek diwar Phaedrus, savet marteze gant Louis-Isaac Lemaistre de Sacy (1613-1684)[2].

Gant an holl skridoù-se e oa bet awenet ar barzh gallek Jean de La Fontaine (1621-1695)[3], en e zastumad fablennoù gallek, embannet en 1668. Hennezh eo awener an darn vrasañ eus ar fablennoù brezhonek a gaver abaoe an Patrom:XIXvet kanved.

Skridoù brezhonek

kemmañ

Pevar stumm brezhonek anavezet zo da vihanañ.

XIXvet kantved

Savet e oa bet an doare brezhonek koshañ e 1828, gant Guillaume Ricou, e-barzh Fablou Esop troët en brezonec[4].

Un doare all zo bet savet gant Yves Louis Marie Combeau e 1836-37 ; adembannet eo bet e 2005.

N'eo ket bet lakaet ar fablenn e brezhoneg gant Pierre Désiré de Goësbriand en e levr Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons e 1836.

XXvet kantved

E 1907 e voe embannet doare Joachim Lamour (1841-1927) e stumm ur ganaouenn[5],[6].

E 1935 e voe embannet doare Potr Treoure (1874-1952) el levr Barzaz ha Soniou evit ar vugale, hag adembannet goude ar brezel en e levr Mojennou ha Soniou[7],[8].

XXIvet kantved

Adembannet eo bet skrid Kombod gant Daniel Doujet el levr Fablennoù Jean de la Fontaine evit Al Lanv e 2005.

Enrolladur brezhonek

kemmañ

E 2010 e oa bet enrollet gant Christophe Gac er studio Radio Émeraude (Ar Folgoad) hag embannet gant an ti Éditions Ti ar Vro Bro-Leon (Lesneven) e miz Du dindan stumm ul levrig pozioù ha div bladennig-arc'hant, a ginnig 52 ganaouenn ha 4 fablenn e brezhoneg : Kanit 'ta tudoù.

Sonerezh

kemmañ

Pezhioù sonerezh zo bet savet gant meur a soaozour.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ