Les Frères Jacques

Les Frères Jacques a oa pevar c’haner-komedian-mimer gallek: ar vreudeur André ha Georges Bellec, François Soubeyran, Paul Tourenne, o fianoour Pierre Philippe betek ar bloavezhioù 1960 ha Hubert Degex goude.

Les Frères Jacques o kanañ Le Fric e 1968

Bragloeroù du, justennoù liv, manegoù gwenn ha togoù warno e tansont, kanont ha mimont, etre 1944 ha 1983, pozioù fentus pe varzhel savet gant Francis Blanche, Georges Brassens, Léo Ferré, Jean de La Fontaine, Jacques Prévert, Raymond Queneau, Jean-Paul Sartre, Boris Vian ha tud all.

Un nebeud pladennoù

kemmañ

War-dost da 400 kanaouenn a zo bet kanet gant Les Frères Jacques.