Ur pennad Fedra zo ivez.
Ur pennad Phèdre zo ivez.

Phaedrus, pe Caius Iulius Phaedrus, hervez e anv latin en e hed, bet ganet er bloaz 15 kent JK, marvet er bloaz 50 goude JK, a oa ur sklav hag ur skrivagner latin a vevas en amzer an impalaered Augustus, Tiberius, Gaius (Caligula) ha Claudius.

E vuhez kemmañ

Pezh a ouzer diwar e benn eo pezh a gaver en e skridoù, e fablennoù. Hellazad e oa ganet e Trakia. En-bugel e voe degaset da sklav da Roma. Dishualet e voe gant Augustus. Marteze eo e ti an impalaer e tapas e zeskadurezh war al latin hag ar gregach, hag e kavas an dastumad eus fablennoù Aesopos, a-hervez, graet gant Demetrius eus Phaleron, un 250 bloaz war-lerc'h.

Neuze e stagas da sevel fablennoù, ha da ober un dastumad anezho. Gantañ e teujont da vezañ un doare lennegezh.

Labourat a rae e palez an impalaer ha gwelout a rae ar bec'h a veze pa varve unan, ha pevar impalaer eo a welas o vervel. Diskred a voe warnañ en amzer Tiberius : dre zindan en dije graet meneg eus gwellañ mignon an impalaer, Sejanus. Barnet e voe, ha kondaonet d'an harlu, eus ar bloaz 27 betek 31. War-lerc'h marv Tiberius e tistroas da Roma ma embannas 4 dastumad all a-raok mervel e penn kentañ ren Nero.

E oberenn kemmañ

Phaedri Augusti Liberti Fabulae Aesopiae (Fablennoù ezopek Phaedrus, disklav Aogust) eo anv oberenn Phaedrus, a ya 5 levrad d'ober anezhi, ha 135 fablenn enne. Ur rakskrid zo da bep levr, hag ur goude-skrid ivez, war-bouez al levr diwezhañ.

Diwar Aesopos kemmañ

N'eo ket treuzskrivañ e gwerzennoù hepken a reas peogwir ne oa nemet 47 pezh a zo tennet eus komz-plaen Aesopos. Kontañ istorioù loened ha tud a ra an oberour, ha lakaat Aesopos da vevañ a ra ivez.

Pezhioù all kemmañ

Evit ar peurrest eus ar pezhioù n'int ket bet tapet diwar skrivagnerien all, met krouet gantañ diwar darvoudoù eus an amzer.

Brud kemmañ

Koulskoude, en desped da berzhioù mat e fablennoù ne voe ket brudet-bras Phaedrus e-pad e vuhez, ha klemm a ra abalamour da se e rakskrid al Levrenn III, na kennebeut war-lerc'h. Meneget eo e anv gant Martialis hag Avianus, netra ken. Ne voe tennet e anv eus puñs an ankoun nemet pa voe diskoachet un dornskrid kozh gant al lenneg gall Pithou en 1596, a zo e dalc'h Markiz Rozambo hiriv. Awenet e voe Jean de La Fontaine gant kalz eus barzhonegoù Phaedrus evit sevel e re.

Liammoù kemmañ