Loeiz Bihanig
Bez' ez eo bet Loeiz Bihanig (Landeda 1924 – Sant-Maloù 1998), Louis Bihannic e marilh an ti-kêr, Yannig Kerleon e anv-pluenn, ur skrivagner brezhonek hag ur stourmer evit ar yezh en deus skoazellet ar gelaouenn Al Liamm evel sekretour e-pad meur a vloaz.
E vuhez
kemmañGanet 'oa bet Loeiz Bihannig e Landeda, e Bro-Leon, d'an 19 a viz Gouere 1924. Bevet en deus e yaouankiz e Landeda. Un atant o doa e dud eno. Karet e oa gant e dud. 5 bugel o deus bet. O vezhina e veze e dad en enezeier (Trielen, ...) c'hwec'h miz ar bloaz. Bezhinaer-pesketaer-labourer-douar e oa bet Loeiz Bihannig gant e dad en e vugaleaj. N'en doa klevet nemet brezhoneg betek e seizh vloaz, pa oa aet d'ar skol. Ur wech tapet e « santifikad » e oa aet da studiañ da skolaj Sant Charlez e Kemper, e 1937. Eno e kinnige an Ao. Kerbiriou kentelioù istor Breizh d'e skolidi, ar pezh oa ral d'ar mare-se. Brezhonegerien e oa an holl skolidi koulz lavaret, ha bet e oa ar c'hentelioù-se un dizoloadenn vras evit meur a hini anezho, peadra da vagañ o freder. En em enskrivañ a reas Loeiz Bihannig e Skol Ober, da beurzeskiñ e yezh-vamm.
E vicher
kemmañGoude e goñje e studias e skol ar mor e Pempoull. Echu e studioù gantañ ez eas da eil gabiten ha da gabiten er verdeadurezh-kenwerzh. E-pad ar bloavezhioù-se en doa bet tro da zaremprediñ porzhioù hanternoz Europa, Mor Breizh, ar Mor Atlantel, Afrika, Azia, Amerika an Norzh hag Amerika ar Su. Plijout a rae kalz dezhañ en em gavout gant tud ha sevenadurioù all, daoust d'an dispartioù hir diouzh e dud. War-dro 1950 e koumanantas da « Al Liamm », ha bep bloaz p'en em gave en douar ez ae da gaout Ronan Huon, evitañ da gaout keleier diwar-benn Breizh hag an Emsav. E 1965, e tivizas klask labour en douar, da vevañ gant e familh. Da ofiser-porzh ez eas neuze, e Dieppe da gentañ, hag e Sant-Malo e 1971. Pa oa e Dieppe e krogas en-dro gant kentelioù « Skol Ober », a-raok ober tri rummad eus kentelioù SADED. E 1972 ez eas da gelenner gant « Skol Ober ». Nebeut amzer goude bezañ en em gavet e Sant-Maloù e c'houlennas Ronan Huon digantañ ober war-dro sekretouriezh « Al Liamm ». Ar pezh a reas e-pad pemzek vloaz, o kenlabourat gant Pêr ar Bihan, teñzorer ar gazetenn, hag a oa o chom e Sant-Maloù ivez.
Dimezet eo bet ha bet en deus daou vab, en o zouez Gwenole.
Marvet eo e 1998 ur miz hepken war-lerc'h Andrev Latimier, unan eus e vignoned wellañ. Bez' e oa Andrev Latimier unan hag en deus kenlabouret gantañ el Liamm e-pad kalz a vloavezhioù.
Oberennoù
kemmañ- Daou levr:
- Eñvorennoù ur c'hi, ul levr evit ar vugale, embannet gant An Here e 1989.
- Gant avel ar vuhez, embannet gant Al Liamm-An Here e 2000.
- Pennadoù war Al Liamm:
- 1.Gant e anv gwir:
- An troc'hañ-tali war aodoù Bro-Leon, (niv.126)
- Skouer pobloù all, (niv.224-225), pajenn 210
- 2.Gant an anv « Yannig Kerleon » (danevelloù):
- Prantadig glan ar Sul, (niv.288)
- Ur bugel hirc'hortozet, (niv.295)
- Helena, proferez an dour benniget, (niv.310)
- Tud Moalenez, (niv.310)
- Un taol tourmant ruz, (niv.319)
- Dienez, (niv.320)
- Aloubadeg, (niv.322)
- Ar morvil, (niv.323)
- Faro, (niv.323)
- War an talbenn e Diksmuid e 1915, (niv.330)
- 1.Gant e anv gwir:
- Ur roll gerioù dastumet e Landeda, embannet war niv. 105 Hor Yezh.