Trielen
Trielen a zo un enezenn didud e Breizh, en enezeg Molenez, etre Molenez ha Kemenez. 6,3 mil-mor emañ eus Konk-Leon, ha 1,3 mil-mor eus Molenez. 0,27 ha eo he gorread, ha 2,39 km hed a ra an aod.
Lodek eo e kumun Konk-Leon.
Istor
kemmañE Trielen ez eus bet un atant, ha gwelet a reer c'hoazh an dismantroù ha mogerioù mein en-dro d'ar parkoù labouret. Etre 1949 ha 1955 e oa 3 labourer-douar hag a oa bezhinaerien hag a save 12 buoc'h.
Ur c'hamp-bugale a oa bet en enezenn er bloavezhioù 1950[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ Pennad e-barzh Le Télégramme, L'ombre d'un sinistre camp de rééducation, 17, 18 ha 19 a viz Kerzu 1957.