Alistair MacLeod
Alistair MacLeod, bet ganet d'an 20 a viz Gouere 1936 hag aet da Anaon d'an 20 a viz Ebrel 2014, a oa ur romantour kanadian, aozer istorioù berr ha kelenner skol-veur.
Alistair MacLeod | |
---|---|
Alistair MacLeod e Skol-veur Cape Breton, 2012 | |
Ganedigezh | 20 a viz Gouere 1936 North Battlefort, Saskatchewan Kanada |
Marv | 20 a viz Ebrel 2014 Windsor, Ontario Kanada |
Broadelezh | Kanadian |
Saozneg | |
Alma mater | St. Francis Xavier University Nova Scotia University of New Brunswick New Brunswick University of Notre Dame du Lac Indiana, Stadoù-Unanet |
Micher | Romantour Skrivagner danevelloù berr Kelenner er skolioù-meur |
Oberennoù pennañ | |
The Lost Salt Gift of Blood (1976) As Birds Bring Forth the Sun & Other Stories (1986) No Great Mischief (1999) |
77 vloaz oa pan eas da Anaon. Lidet e voe e obidoù en iliz katolik St. Margaret of Scotland, e Broad Cove, Enez ar C'hab Breton, tost d'e di e Dunvegan[1] Beziet eo bet er vered tost ma kousk rummadoù a vMacCleod.
Nerzh ha from a gaver en e skridoù. Taolenniñ a ra kaerded Enez ar C'hab Breton ha personelezh un darn vat eus hec'h annezidi stag ouzh o orin skosat hag o stourm evit liammañ amzer dremenet ag amzer-vremañ.
Priziet eo bet MacLeod evit resisted e c'herioù, from nerzhus e skridoù hag an implij a rae eus ur yezh eeun hag a seblante gwriziennet en un hengoun komzet.[2]
Daoust da Alistair MacLeod bezañ brudet evel unan eus mistri an istorioù berr, e romant No Great Mischief, embannet e 1999, a voe dilennet da wellañ levr Aod Atlantel Kanada bet skrivet biskoazh[3].
Gounezet ez eus bet meur a briz gant ar romant ivez hag an International IMPAC Dublin Literary Award e 2001, peurgetket.
E 2000, e zaou levr istorioù berr The Lost Salt Gift of Blood (1976) hag As Birds Bring Forth the Sun and Other Stories (1986), a voe adembannet el levr Island: The Collected Stories. Keñveriañ a rae MacCleod e labour skrivagner ouzh seniñ an akordeoñs :
« When I pull it out like this, it becomes a novel, and when I compress it like this, it becomes this intense short story. »
"Pa sachan evel-mañ e tro d'ur romant, ha pa waskan evel-mañ e tro d'an danevell verr virvidik-se."
MacLeod a gelennas saozneg ha krouiñ lennegezh e-pad ouzhpenn tregont vloaz e Skol-veur Windsor, met distreiñ a rae bep hañv d'e di war Enez ar C'hab Breton ma skrivas an darn vrasañ eus e oberennoù.[4]
En e rakskrid evit un dastumad arnodskridoù a-zivout oberennoù MacLeod e skriv an embannerez Irene Guilford :
« Alistair MacLeod's birthplace is Canadian, his emotional heartland is Cape Breton, his heritage Scottish, but his writing is of the world. »[2]
"Kanada eo bro c'henidik Alistair MacLeod, Enez ar C'hab Breton eo kalon e fromoù, skosat eo e hêrezh, met eus ar bed eo e skridoù."
Alistair MacCleod e brezhoneg
kemmañTroet eo bet oberennoù Alistair MacLeod e meur a yezh, 17 da nebeutañ.
E brezhoneg e c'heller lenn un istor berrr,Clearances bet troet gant Kristian Braz hag embannet e niverenn 412 Al Liamm, Gwengolo-Here 2015.
E bennoberenn,No Great Mischief, lakaet e brezhoneg gant Kristian Braz ivez, a zo bet embannet gant Al Liamm e 2015 dindan an titl Tev ar gwad, tanav an dour[5].
Film diwar-benn Alistair MacLeod
kemmañUn teulfilm 88 munutenn anvet Reading Alistair MacLeod a voe savet diwar e benn e 2005 gant an National Film Board of Canada, sevenet gant Bill MacGillivray.
Aterset eo bet ennañ MacLeod e-unan, e wreg Anita hag izili all eus e familh. Skrivagnerien vrudet evel Russell Banks, Colm Tóibín ha David Adams Richards a lenn arroudennoù hag a ro o soñj war e skridoù. Klevout a reer tammoù eus opera ar sonaozour Christopher Donison, Island, awenet gant unan eus istorioù berr McLeod.
Enorioù
kemmañ- Evit No Great Mischief
- International IMPAC Dublin Literary Award (kêr Zulenn), 2000.
- Trillium Book Award (Stad Ontario), 2000.
- Thomas Head Raddall Award (Nova Scotia), 2000.
- Dartmouth Book & Writing Award for Fiction (Nova Scotia), 2000.
- Libris Award (Canadian Booksellers Association), "Skrivagner ar bloaz", 2000.
- Atlantic Provinces Booksellers' Choice Award, 2009[6],[7].
Gounezet en deus ar Portia White Prize (Nova Scotia) e 2001. Ar priz a vez roet gant Proviñs Nova Scotia, evit enoriñ oberennoù arzel meur.
E 2003 e c'hounezas al Lannan Literary Award evit oberennoù a faltazi.
E 2008 e voe anvet da ofiser an Order of Canada hag ezel eus ar Royal Society of Canada[8].
E 2009 e resevas Alistair MacLeod ar PEN/Malamud Award digant ar PEN/Faulkner Foundation e Washington D. C. evit istorioù berr a faltazi, asambles gant Amy Hempel[9].
Resevet en deus ouzhpenn daouzek diplom a enor, en o-zouez a-berzh St. Francis Xavier University (Antigonish, Nova Scotia), Cape Breton University (Sydney, Nova Scotia), McGill University (Montréal, Québec) hag University of Prince Edward Island (Charlottetown, Prince Edward Island).
Daveoù
kemmañ- ↑ (en) The Chronicle Herald, 20/04/2014.
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Irene Guilford, Alistair MacLeod: Essays on His Works, Guernica Editions (ISBN 978-1-55071-137-0)
- ↑ (en) Trevor J. Adams & Stephen P. Clare, Atlantic Canada's 100 Greatest Books, Nimbus Publishing Ltd, pp.9-11 – ASIN : B01A1N78YQ
- ↑ (en) National Post, 20/04/2014
- ↑ ISBN 978-2-7368-0109-0
- ↑ (en) Winner History – Libris Awards
- ↑ (en) Cape Breton Post
- ↑ (en) University of Windsor
- ↑ (en) PEN/Faulkner Foundation