Ti Vatriona (e rusianeg : Матрёнин двор,"Matrionin dvor") zo un danevell hir, – naontek pajenn ha tri-ugent anezhi – gant Aleksandr Soljenitsyn bet troet gant ar skrivagner tregeriat Ernest ar Barzhig, hag embannet gant Al Liamm e miz Ebrel 1976.

Pajenn gentañ golo al levr

Kenkent ha 1959 e oa bet savet an destenn orin gant ar skrivagner rusian hag embannet er gelaouenn lennegel Novy Mir (Bed Nevez) e 1963. Tri bloaz diwezhatoc'h, goude bezañ bet troet e galleg, e oa bet embannet gant an Editions Julliard.

An danevell

kemmañ

Hañv 1953 : goude tremen un nebeud bloavezhioù e-barzh goulagoù URSS, en em gavout a ra Ignatitch, kelenner war ar jedoniezh, e Torfprodoukt, ur gêr nevez savet e trowardroioù Odessa. E kêriadenn Talnavo e kav-eñ bod e ti Vatriona, un intañvez kozh. Eno e teskont en em gompren daoust d'o buhez bezañ disheñvel-mik en eil diouzh eben. Un emgav he deus Matriona Vassilievna gant he zonkadur e 184vet kilometrad al linenn hent-houarn...