An teirgwern Pembroke

An teirgwern Pembroke a zo ur romant brezhonek gant Jarl Priel, anezhañ ur romant mor, ur rumm romantoù dibaot e brezhoneg.

Pajenn gentañ golo al levr bet embannet e 1959
Pajenn gentañ golo al levr bet adembannet e 2002

E miz Genver 1931 e oa bet embannet gant an Editions des Portiques ul levr bet savet e galleg gant Jarl Priel, Le Trois-Mâts Errant an titl anezhañ. Troet e oa bet e brezhoneg gant ar skrivagner tregeriat[1], hag e 1959 e oa bet embannet An teirgwern Pembroke gant Al Liamm, nav skeudenn gant Yvonne Jean-Haffen ennañ (koustet en devoa embannadur al levr 376.705 lur ar mare[2]).

Rannet eo an daou c'hant pemzek pajennad anezhañ etre seizh adskrid warn-ugent. E dibenn an oberenn e kinnig an aozer ur ROLL AR GERIOU MICHER IMPLIJET EL LEVR-MAÑ.

Adembannadurioù

kemmañ

Adembannet e oa bet al levr e 2002 gant An Here-Al Liamm.

Ar romant

kemmañ

Da-geñver un dalc'h igromañserezh, e miz C'hwevrer 1902, ez a un nebeud Landregeriz, bodet en-dro d'an daol, e darempred gant spered ur martolod eus Langoad, Yann-Vari al Ledan e anv, bet kollet e vuhez gantañ war bourzh ar Pembroke... un teirgwern saoz hag a oa bet kavet, d'ar bevar a viz Eost 1876, gant al lestr-karg spagnol Habana, dilezet er mor Atlantel hep akipaj. Setu ma klaskont kompren petra a oa c'hoarvezet o selaou danevell kement den a oa e bourzh, dre hanterouriezh ar gemenerez Soazig Kerambrun, ur mediom hep he far...

Skridoù brezhonek gant an hevelep doare-skrivañ

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ma fizier e skridoù Jarl Priel en devoa peurechuet e oberenn d'ar 6 a viz Ebrel 1953.
  2. Al Liamm, niverenn 90, Genver-C'hwevrer 1962, pajenn 68.