Romant brezhonek
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Istor ar romant brezhonek
kemmañNa pa voe savet romantoù modern en Europa ar C'hornaoueg e Kantved ar Sklêrijenn ne voe ket embannet romantoù brezhonek a-raok diwezh an XIXvet kantved. Evit gwir, pa n'halled ket kavout gwir diez-embann evit ar seurt lennegezh, ez eo dindan stumm ar romant-kazetenn e voe embannet meur a hini eus ar romantoù brezhonek kentañ. Adkavet ez eus bet gant studierien ha klaskerien meur a romant brezhonek a oa bet ankouaet er c'helaouennoù kozh.
Diaes e vez embann levrioù tev e brezhoneg pa n'eo ket bet yac'h an embannerezh brezhonek biskoazh. Met diaesoc'h c'hoazh eo sevel anezhe. Se zo kaoz moarvat eo troet ar skrivagnerien da sevel danevelloù, berroc'h hag aezetoc'h da lakaat embann, kentoc'h eget romantoù.
XIXvet kanved
kemmañEmgann Kergidu Lan Inizan eo ar romant kentañ embannet e brezhoneg. Gant an ti-embann Lefournier e Brest e teuas er-maez : e 1877 al levrenn gentañ, e 1878 an eil levrenn.
XXvet kantved
kemmañE 1901 e voe embannet Ar gêr villiget gant ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned, ur romant savet gant Laouig ar Moal (Louis-Marie Le Moal, ), lezvreur da Erwan ar Moal. Ur romant heñvelanvet zo bet skrivet gant Yeun ar Gow e 1962.
Gant Emgleo Breiz ez eus bet lakaet war-wel e oa bet embannet e-barzh Le Courrier du Finistère e 1908 ur romant karantez gant Hyacinthe Kerniliz, ur c'houer e Pont-n'Abad : Kalon rannet.
Kentañ romant brezhonek chomet diembann ?
kemmañHervez ur gavadenn graet e 2000 ez eus ur gwir romant brezhonek savet war-dro 1830 gant Yves-Marie Gabriel Laouenan, Kastell Ker Yann Koatanskourr e ditl, hag a oa chomet diembann betek-henn. Embannet e voe evit ar wech kentañ e 2004 gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek dindan renerezh Yves Le Berre. Ur romant politikel eo pa lenner ennañ soñjoù ur veteran diwar-benn an Dispac'h gall.
Skrivagnerien Le Courrier du Finistère
kemmañ- Hyacinthe Kerniliz, Kalon rannet, Le Courrier du Finistère, 1908, 16 rann [1].
XXIañ kantved
kemmañPennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Adembannet e 2001 gant Brud Nevez (ISBN 2-86775-199-3).