Yves-Marie Gabriel Laouenan

skrivagner brezhonek

Yves-Marie Gabriel Laouenan (1781-1862) zo bet ofiser er morlu ha barner a beoc'h. Anavezet eo dreist-holl evit e romant istorel Kastell Keryann Koadanskourr pe buhez ur veterant eus ar Revolusion chomet diembann betek an XXvet kantved, an hini kentañ savet e brezhoneg, war a seblant. Mignon bras e voe da Yann-Frañsez ar Gonideg a reas sikour dezhañ evit skrivañ e brezhoneg.

Yves-Marie Gabriel Laouenan a oa bet ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1781 e Logivi, ur gumun a oa neuze tost da Lannuon, el lec'h anvet Kerampoul[1]. E dad Frañsez Laouenan a oa noter hag a oa dimezet da Jann-Ivona Bonnet pe Boenet.

Dont a ra da vezañ mous d'e 13 vloaz, d'ar 25 a viz Meurzh 1794, war ul lestr-dezougen eus ar morlu anvet Les deux patriotes. Merdeiñ a reas evel mous e-pad daou vloaz war ar bigi-kanoliañ La Victoire-Sophie, La Madelaine, Le Téméraire ha war ar gorvetenn La Légère. Dont a ra da vezañ martolod sturier da 15 vloaz e 1796.

Prizoniet e oa gant ar Saozon d'an 22 a viz Even eus ar memes bloavezh ha chom a ray prizoniet tri bloavezh hanter, betek ar c'hentañ a viz Genver 1800. Kregiñ a ra en-dro e labour ar miz war-lerc'h evel martolod, met anvet eo danvez-letanant a eil klas testeniekaet d'an 28 a viz C'hwevrer 1800. Chom a ra daou viz e morlenn Brest e bourzh La Convention ha Le Tourville ha mont a ra gant al lestr-se betek an trevadennoù betek 1802. E-keit ha ma oa e morlenn Brest e bourzh an Ulysse e 1803 e teuas da vezañ asagn lestr maget. 22 vloaz e oa. Labourat a ra e bourzh ar Watigny betek 1805 ha mont a ra neuze da Enez Santo Domingo e bourzh ar Jupiter. Prizoniet e oa adarre gant ar Saozon ha chom a reas hogos eizh vloaz en o dalc'h.

Distroet e Breizh e chom war an douar da gentañ ha goude e bourzh Le Magnifique e riant hag e hini Brest. D'ar c'hentañ a viz Eost 1816 hepken e teuas da vezañ letanant lestr, ar c'hentañ derez eus an ofiserien.

Dimeziñ a reas d'an 12 a viz Meurzh 1817 gant Félicité Jann Mari Padeau Kervillard, ganet d'ar 5 a viz Gouere 1800. Houmañ a oa nizez, a-berzh he mamm, eus aotrou a Gersaozon, pried markizez Koadanskourr brudet hag intron Keryann e Sant-Nouga. Genel a reas ur mab, Klemañs Pêr Yann Frañsez, ganet e Brest d'an 20 a viz Even 1823.

Merdeiñ a reas Laouenan e-pad eizh vloaz c'hoazh goude e eured. Mont a ra d'an Douar-Nevez, da Doulon, d'an Antilhez betek 1825. Chom a reas neuze da labourat e Brest e renerezh ar porzh ha goude e kuzul brezel ar porzh. Mont a ra war e leve d'an 8 a viz C'hwevrer 1831.

Dont a ra da vezañ barner a beoc'h e Brest betek e retred. Mont a reas neuze da chom da Bloueskad ma varvas d'an 8 a viz Genver 1862. Eno emañ beziet.

Oberennoù brezhonek chomet diembann

kemmañ

Meneget eo bet oberenn vrezhonek diembann Y.-M.-G. Laouenan er c'henskriverezh en deus bet gant Yann-Frañsez ar Gonideg eus un tu hag gant Kervarker eus un tu all. Gwelout a rae enne e vistri e-keñver ar yezh ha fiziet en doa dornskrid Kastell Ker Yann d'an hini kentañ hag ar skouerenn divanket eo an hini a zo bet adkavet e paperoù Kervarker.

Laouenan en deus skrivet teir oberenn lennegel hag unan hepken zo bet adkavet e 2001 gant Fañch Postic pa oa o renkañ paperoù Kervarker : ur romant istorel anvet Kastell Keryann Koadanskourr, ur flemmskrid diwar-benn an noblañs zo kollet hag ur romant istorel all, le vieux Marin, skrivet e brezhoneg ivez moarvat, zo kollet ivez[2].

Laouenan en deus savet ur danevell-labour e 1836, koulz e brezhoneg hag e galleg, evit kemer perzh er genstrivadeg aozet gant "Strollad a Gendamouez" Brest war sujed an deskadurezh er brezhonegva : Pere in an harzoù ouzh diorroadur deskadurezh ar bobl Vreizh-Izel ha petra a vefe d'ober evit o fellaat?.

Arroudenn ar glozadur : M'hon eus c'hoant da skulia ann deskadurezh é Vreiz-Izel, heuliomb a gentel-é-kentel ar Vrétouned a Vreiz-Veur,ô kaoud da genta eur skol brézounek pendéziek, pé da nébeuta sulveg, é pep parrez brézounek diwar ar méaz : eur skol hanter brezouneg ha galleg é pep penn leac'h a ganton diwar ar méaz; hag ur skolach kommunal er c'hérioù ar gwella léc'hed évit skuilia tro ar vro pleg ar wiziégez, ével Kastell Paol, Landerné, hag Karhaëz &a. &a hag, enn divez, ur gador brezounek e pep eskopi euz ann départamanchou a Finister, a Vorbihan, hag a Kostesiou Hanter noz...
Pa ne oa bet kaset nemet ur skrid all, e galleg hag a-enep an deskadurezh vrezhonek, ne oa ket bet disoc'h ebet d'ar genstrivadeg[3]

Meneget eo bet un eil romant brezhoneg diembann, Ar moraer koz, e ditl[4].

Mennozhioù YMG Laouenan

kemmañ

N'en doa ket graet Laouenan studioù reoliek. Yaouankik ez eas war vor evel mous ha martolod ha prizoniad eo bet e-pad pemzek bloaz. Marteze en doa gallet tapout un tamm deskadurezh war bontonioù ar Saozon digant prizonidi all, met n'eus chomet roud ebet eus e stummadur pe eus an dud a oa o taremprediñ eno.
Koulskoude e tiskouez bezañ gouest da implij arroudennoù ha proverboù latin. Anavezout a ra un nebeuditlFazi arroud : Balizenn <ref> faziek; ret eo d'an daveennoù hep anv bezañ danvez ennoekozmoraerd oberennoù brezhonek evel Sarmoun Dom Per Yann ar C'hauzeur...war varo truezus e gloc'her keaz Vikeal Morin... gant Klaod al Lae, Meuleudiguez gegin-gaër cure Sant-Yann-ar-Bis gant Pêr ar Bailh ha troidigezh vrezhonek ur ganaouenn c'hallek[5].
Seblantout a ra bezañ lennet Buffon ha levrioù war al lennegezh hag ar yezhadur gallek ivez[6].
Pa savas e romant e oa Laouenan, ur barner a beoc'h hag e oa Loeiz-Fulub 1 o ren ha diwar prezegennoù unan eus an tudennoù e kompren e oa kontant gant ar politikerezh nevez. Souten a rae an Dispac'h, nemet tu ar Montagne ha marteze eo bet kontant gant renad Napoleon dre vras. Diskouez a ra un dizemglev gant an Iliz pa laka e genou un dudenn kinnig ma vije aotreet ar veleien mont da zimeziñ.
Pouezañ a ra war an araokadennoù a vije d'ober e gounezerezh Breizh ; difraostañ, dizourañ ar geunioù ha lakaat pep takadig douar da vezañ korvoet, met ne ra ket meneg eus ar c'henwerzh hag ar greanterezh[7].

Aduad an deskadurezh brezhoneg

kemmañ

E 1836 e kinnigas dre ur c'hounskrid ma vo desket ar galleg dre hanteradur ar brezhoneg[8].  

Enorioù

kemmañ
  • Marc'heg al Lejion a-enor[9]

Levrlennadur

kemmañ
  •  Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992. Pennad : Laouenan, Yves Marie Gabriel.
  • Kastel Ker Iann Koatanskour, le château de Kerjean-Coatanscour, troet ha kinniget gant Yves Le Berre, CRBC, Brest 2004
  • Postic, Fañch. Propositions pour un enseignement bilingue en 1836 : un mémoire inédit de Y. M.-G. Laouénan. In : Bulletin de la Société archéologique du Finistère, Tome CXXX, 2001, p.p. 437-466.

Notennoù ha daveennoù 

kemmañ
  1. Yves Le Berre. Kinnig embannadenn Kastel Ker Iann Koatanskour, le château de Kerjean-Coatanskour, p. 10-13
  2. Yves Le Berre. Kinnig embannadenn Kastel Ker Iann Koatanskour, le château de Kerjean-Coatanskour, p. 16
  3. Sellet ouzh al levrlennadur.
  4. Skrivet e 1834, hep lec'hiadur, hervez Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek
  5. Kastel Ker Iann Koatanskour, le château de Kerjean-Coatanskour, p. 16
  6. Yves Le Berre. Kinnig embannadenn Kastel Ker Iann Koatanskour, le château de Kerjean-Coatanskour, p. 31
  7. Yves Le Berre. Kinnig embannadenn Kastel Ker Iann Koatanskour, le château de Kerjean-Coatanskour, p. 30
  8. Testenn adkavet ha kinniget gant Fañch Postic.
  9. LukianRaoul,Geriadur…