Brezhonegva
Ar brezhonegva pe ar vro vrezhonek a vez lavaret eus al lodenn eus Breizh ma vez komzet brezhoneg.
Harzoù ar brezhonegva
kemmañKlasket o deus an istorourien termeniñ an harz etre ar brezhoneg komzet a-gozh hag ar yezhoù romanek (gallaoueg ha galleg) komzet e Reter ar brezhonegva. Koulskoude e oa aesoc'h ober enklaskoù war ar vrezhonegerien pa vezent o vevañ en atantoù tolpet e kêriadennoù. Cheñchamantoù bras a zo bet pa 'z eus bet aet meur a vrezhoneger a-vihanik da chom e kêrioù pe e tiez-retred. Ouzhpenn-se emañ an darn vuiañ eus ar re a zesk ar brezhoneg hiziv o chom er c'hêrioù .
E eil embannadenn an "Histoire de Bretagne" (1588) savet gant Beltram Argantred e weler kartenn Vreizh gant ul linenn merket enni eus Binig da Escoublac (parrez mamm Ar Baol). Mont a ra al linenn e-kreiz Kastellaodren ha skeiñ a ra etre Korle e Kornôg ha Kintin e Reter, etre Noal-Pondi ha Roc'han, etre Serent ha Malastreg ha e ya a-dreuz d'ar Gwilun en ur lezel ur riblenn etre Azereg hag an aod ha Gwenrann hag an aod ivez.
Tost a-walc'h eus harz etre eskopti Gwened hag hini Naoned emañ al linenn ha setu perak e skrivas Gregor Rostren (1732) e veze "komzet ar brezhoneg e eskopti Gwened nemet e pevarzeg pe pempzeg parrez".
E keñver ar pezh a vo lakaet war wel en XXvet kantved, n'eus ket ket kalz a cheñchamantoù en Norzh ha kilet he deus al linenn war harzoù departamant ar Mor-Bihan hag al Liger-Atlantel.
E 1806 e tiskouez an enklask renet gant E. Coquebert de Montbret ne vez ket mui ar brezhoneg komzet e parrezioù Su ar Roc'h-Bernez nemet er Brier hag e riblenn al Liger eus ar Groazig betek ar Baol. Embannet eo bet an enklask e "Essai de travail sur la géographie de la langue française" (Pariz : 1831).