Binig

kumun kozh Aodoù-an-Arvor


Binig a oa ur gumun en arvor kanton Plouha, e Bro-Oueloù hag e departamant Aodoù-an-Arvor e Breizh, war lez ar stêr Ig. Kendeuzet e oa gant Staol d'ar 1 a viz Meurzh 2016 d'ober ur gumun nevez: Binig-Staol[3].

Binig
Binig
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Binic
Bro istorel Bro-Sant-Brieg (Goueloù)
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Staol (2015-2016)
Plouha (abaoe 2015)
Kod kumun 22007
Kod post 22520
Maer
Amzer gefridi
Christian Urvoy[1]
2014-2016
Etrekumuniezh KK Su Goueloù
Bro velestradurel Bro Sant-Brieg
Lec'hienn Web (fr)www.ville-binic.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 800 ann. (2014)[2]
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 36′ 09″ Norzh
2° 49′ 27″ Kornôg
/ 48.6025, -2.82416666667
Uhelderioù kreiz-kêr : 10 m
bihanañ 0 m — brasañ 86 m
Gorread 5,96 km²
Lec'hiañ ar gêr
Binig

Douaroniezh

kemmañ

Lesanvet eo Binig "takad karantez Aodoù-an-Arvor". Poblet eo ar gumun abaoe 3 000 bloaz a-raok JK. Eno e oa un daol-vaen lesanvet "la table de Margot", distrujet e 1816 e-pad labourioù ar porzh. E mare ar Grennamzer e oa rannet ar gêriadenn etre div barrez: Staol en norzh, ha Porzhig er su. Marc'hadoù bras a veze dalc'het er porzh. Da vare an Dispac'h bras e oa bet pouezus galloud ar pennoù bras e Binig, a-drugarez da binvidigezhioù degaset gant ar moru ("ar peskerezh bras"). Diwezhatoc'h, e 1821, e oa krouet ar gumun da vat, gant harp an dugez Angoulême, c'hoar da Loeiz XVI. Ar maer kentañ e oa François Le Saulnier de Saint Jouan, un armatour brudet, kenderv da Robert Surcouf. E 1821 e oa 1 611 annezad e Binig. E 1845 e oa Binig war ar renk kentañ evit ar pesketa moru, e Bro-C'hall. Etre an daou vrezel-bed e oa bet meur a cheñchamant evit obererezhioù ar porzh. Dilezet e voe ar peskerezh bras tamm-ha-tamm.

  • Mervel a reas 75 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,18 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
  • Mervel a reas 30 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas daou vilour.
  • Mervel a reas ur soudard e 1958.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Intron-Varia.
  • Chapel Sant Jili.
  • Monumant ar re varv war ar c'hae, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[5]. Dioueliet e voe d’ar 25 a viz Gouhere 1920[6].
  • Bonn ar Frankiz (dieubidigezh).
  • Plakennoù ar re varv en iliz katolik, luc’hskeudenn[7].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Tud ganet eno

kemmañ

Tud marvet eno

kemmañ

Melestradurezh

kemmañ
  • Christian Urvoy, kuzulier war ar stummañ war e leve, maer abaoe 2008 (PS).

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ